Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32


Setu int o-daou en hent, ha lorc’h er penhêr, m’ho ped da gredi, o veza gwintet war eur marc’h evel hennez. Biskoaz n’oa bet gwelet e bar ; dre-holl e soueze an dud, hag e choment da zellet oute, digor o genou gante. Mont a reont, mont a reont ken e tigouezont en Pariz.

Ar roue en devoa nao a gezeg hag a oa klanv holl, ha den n’halle o yac’haat, hag e oa poaniet bras a ze. Ma lavaras e varc’h d’ar penhêr :

— Me ’oar penaos yac’haat kezeg ar roue. It hen bete, ha lavarit d’ezan mar kar rei d’ec’h eur c’hant kerc’h evit pep-hini eus e gezeg, o lakafet ker yac’h ha biskoaz. P’ho pezo bet ar c’herc’h, hen digasfet d’in, ha neuze e tornfet kezeg ar roue gant eur vaz, ken a savo an eonenn warne. Dastumit an eonenn-ze en eul lien evit va frota gantan, hag e kresko va nerz eus a holl nerz kezeg ar roue, hag ar re-man en em gavo yac’h ivez.

Mont a ra ar penhêr da gavout ar roue.

— Demat d’ec’h, aotrou roue.

— Ha d’ec’h ivez, va den mat.

— Me, aotrou roue, a yac’hao d’ec’h ho kezeg, mar karit.

— Ne glaskan nemet se. Mar deuit a-benn d’hen ober, e vefet paeet mat.

— Ma ! roit d’in eur c’hant kerc’h da rei da bep-hini aneze, ha va lezit da ober goude.

— Mar n’hoc’h eus ezomm nemet a ze, e vezo eas rei d’ec’h ho koulenn.

Gourc’hemenn a ra ar roue d’e genta paotr marchosi rei d’ezan nao c’hant kerc’h. O c’has a ra kerkent d’e varc’h, hag e tistro neuze da zorna kezeg ar roue gant eur vaz dero glas, trouc’het gantan en eur c’harz. Skei a ra, skei a ra, ken e voe ar c’hezeg paour ker gleb ha pa vijent bet en eur stank. Neuze, gant eur torchouer e tastumas an eonenn diwarne, hag e teuas prim da frota e varc’h. Heman a deuas kerkent da veza flouroc’h ha krenvoc’h, ha kezeg ar roue en em gavas ivez yac’h mat.

Merc’h ar roue a oa sorserez ha, pa welas kement-se, e lavaras d’he zad :

— C’houi, va zad, a zonj d’ec’h hoc’h eus kezeg kaer ; met ma