oa gourvennek [1] ar vevelien all outan, hag e klaskjont an tu d’hen koll…
Eun deiz pa oant gant o c’haoz, e lavaras unan ivez :
— Daoust petra ’zo kaoz d’an Heol da veza ken ruz pa sav diouz ar beure ?
— Se n’eo ket eas da c’houzout, avat, a lavaras ar re all.
— Ma lavarfemp d’ar roue penaos Tregont a Baris — Tregont a Bariz a oa e hano, dre n’anaveze den e dad — en deus lavaret beza den da vont da c’houlenn digant an Heol petra ’zo kaoz d’ezan da veza ken ruz pa sav diouz ar beure ?
— Ya, lavaromp se d’ezan ! eme an holl.
Ar c’henta paotr marchosi a yeas da gavout ar roue, hag a lavaras d’ezan :
— Ma ouvefec’h, aotrou roue, petra en deus lavaret Tregont a Bariz ?
— Ha petra en deus lavaret eta ?
— Lavaret en deus beza den da vont da c’houlenn digant an Heol petra ’zo kaoz d’ezan da veza ker ruz pa sav diouz ar beure.
— Ne gredan ket en defe lavaret eun dra evel-se.
— Lavaret en deus, sur a-walc’h.
— Ma ! digemennet d’ezan dont da gomz ganen.
Digemennet eo da Dregont a Bariz mont da gomz gant ar roue.
— Penaos, Tregont a Bariz, hag hoc’h eus lavaret beza den da vont da c’houlenn digant an Heol perak ma vez ker ruz, pa sav diouz ar beure ?
— Me, va roue ? Biskoaz n’em eus komzet a ze ; n’oun ket diot a-walc’h evit lavaret ar seurt traou-ze !…
— Eo, lavaret hoc’h eus, ha ret ’vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.
Setu nec’het Tregont a Bariz, m’ho ped da gredi.
— Grêt eo ouzin ! a lavare d’ezan e-unan.
Kerkent ha ma voe deut er-mêz ar porz, e welas eur gazeg wenn eus ar c’haeran, hag a lavaras d’ezan :
— Deus war va c’hein, ha me da gaso beteg an Heol. Mil leo
- ↑ Gourvennek, envieux, jaloux.