Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17

zo da ober evit arruout, kent kuz-heol, er c’hastell kenta ma kouskfomp.

Pignat a ra Tregont a Bariz war gein ar gazeg wenn, ha kerkent e savas en êr, ha setu int partiet, primoc’h eget an avel. Arruout a reont e-tal ar c’hastell, pa oa an Heol o vont da guza. Tregont a Bariz a ziskenn diwar gein e gazeg hag a sko war an nor.

— Piou ’zo aze ?

— Tregont a Bariz. Va c’hazeg ha me a ra unan ha tregont. Digoret eo d’ezan. Pedet eo da goania ouz taol an aotrou.

— Pelec’h ec’h it ivez ? a c’houlenn heman digantan.

— Ma fe ! n’ouzoun ket kaer. Lavaret ’zo d’in mont da c’houlenn digant an Heol perak ma vez ker ruz, pa sav diouz ar beure, ha n’ouzon en pe du monet.

— Ma ! mar teuit a-benn d’arruout eun deiz ’lec’h ma zo lavaret d’ec’h mont, goulennit digantan ivez petra ’zo kiriek d’am zad da veza klanv, ha petra ’ve mat d’ober evit renta ar yec’hed d’ezan.

— Ma ! ober a rin.

An deiz war-lerc’h ar beure, kerkent ha ma sav an heol, e pign war gein e varc’h, ha setu int en hent adarre, ha da vont ken a foeltr. A -benn kuz-heol, e oant dirak an eil kastell, a oa mil leo eus an hini kenta. Digemeret mat eo adarre Tregont a Bariz hag e koagn ouz taol an aotrou. Heman a c’houlenn digantan evel egile :

— Pelec’h ec’h it ivez, va den mat ?

— Ma fe ! lavaret ’zo d’in mont da c’houlenn digant an Heol perak ma vez ker ruz, pa sav diouz ar beure ; met n’ouzon dre belec’h nag en pe du mont.

— Ma ! mar digouezit eun deiz bennak e ti an Heol, goulennit digantan ivez petra ’zo kiriek m’am eus eur wezenn-ber ’barz va jardin, hag eun hanter anezi a zo sec’h, hag an hanter all a ro bleun ha frouez bep bloaz.

— Ma ! goulenn a rin.

An deiz war-lerc’h ar beure, en em laka adarre en hent, pignet war e gazeg.

— Petra, ne dostaomp ket c’hoaz ivez ? a c’houlenn Tregont

2