Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Tregont a Bariz


————

Eur wech e oa, eur wech a vo,
Komansamant an holl gaozo ;
N’eus na mar na marteze
En deus tri zroad an trebe.


D’ar c’houlz ma oa an Aotrou Doue ha sant Per ha sant Yann o vale dre Vreiz-Izel, pa oant o vont gant o hent, o kaozeal, e klevjont eun deiz evel eur bugel bihan o ouela en eun douvez. Pa selljont, e kavjont eur bugelig dilezet, en e gavell, eur mabig ar c’haera. Ma kemerjont anezan, hag hen kasjont gante. Eur vaouez koz, n’he devoa bugel ebet, hen kemeras digante, hag a savas anezan evel he mab.

Ar paotr a deue mat. Da bemzek vloaz, e oa eur c’hrennard krenv ha stummet mat. Ma c’hoantaas mont da vale bro. Kaer he devoe an hini goz ober, ret e voe hen lezel da vont. Rei a reas d’ezan eun tammig arc’hant, hag ec’h eas etrezek Pariz.

Pa zigouezas en Pariz, ec’h eas dioustu da c’houlenn labour da balez ar roue. Ma voe kemeret, dre ma oa eur paotr stummet mat, ha koant ive. Ne voe ket bet pell eno, ma plije kaer d’ar roue. Ma