Ha ne lavarent nemet se. Nonnig en devoa klevet alïes komz eus an danserien-noz, met biskoaz n’en devoa o gwelet, hag en em guzas ’dreg eur roc’hell evit sellet oute, Met gwelet e voe prestik, ha tapet e kreiz ar c’helc’h. Hag i neuze da zansal ha da drei endro d’ezan, ha da gana gwaz evit biskoaz :
Ha da lavaret da Nonnig :
— Deus da zansal ganimp ivez !
Nonnig n’oa ket eur paotr aounik hag a yeas en dans. Ha setu hen da drei ha da gana gante :
— Ha goude ? a lavaras ; gwal-verr eo ho son.
— N’eus ken, a lavarjont d’ezan.
— Penaos n’eus ken ? Perak na lâret ket ivez :
— Ya avat ! a lavarjont holl ; se a zo brao kaer.
Hag i da gana neuze :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her. |
Ha da vont en-dro, en-dro !
Pa c’hoantaas Nonnig mont kuit, e lavarjont an eil d’egile :
— Petra a rofomp d’an den-ma, evit beza hiraet ha braoaet hon zon ?
— An dra a garo : arc’hant hag aour kement ha ma karo, pe beza didortet.
— Mar karit va didorta avat, a lavaras Nonnig, ne c’houlennan ken diganec’h.
Ha kerkent e voe lemet e dort d’ezan, hag e tistroas d’ar gêr skanv hag eeun, ha zoken eur paotr koant.
An deiz war-lerc’h, pa welas e vignon Gabig anezan, e voe souezet.
— Petra ? emezan… (hag e selle ouz e gein)… ha da dort ?
— Eat kuit, evel ma welez.