Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
An daou dort
————
Eur wech e oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag e oant mignoned o-daou. Kemenerien e oant o-daou, ha bemdez ec’h eent da labourat d’an tiegeziou war ar mêz, pep-hini en e du.
Eun noz, pa oa Nonnig o tistrei eus e devez, diwezat eun tammig, digouezet e lann Penn-ar-Roc’ho, e klevas mouezigou o kana evel-hen :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her.
— Daoust piou a zo o kana evel-se ? a lavaras ennan e-unan.
Hag e tostaas goustadik.
Sklêr e oa al loar, hag e welas an danserien-noz, hag a zo kornandoned, krog dorn-ouz-dorn, o tansal en kelc’h hag o kana. Unan a gane a-raok :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her.
Hag ar re all holl a gane war e lerc’h :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her.