— Penaos eo c’hoarvezet kement-se ?
Hag e kontas d’ezan evel ma oa c’hoarvezet an dra.
— Ah ! me ’c’h aio ivez e-berr da noz da Benn-ar-Roc’ho, da welet an danserien-noz.
Hag e reas evel m’en devoa lavaret. P’arruas barz al lanneg, e oa adarre ar c’hornandoned o tansal hag o kana :
a gane unan da genta ; hag ar re all war e lerc’h :
Hag e troent, hag e lampent.
Gabig a dostaas, hag e lavarjont d’ezan :
— Deus da zansal ganimp ivez !
Ha setu Gabig dorn-ouz-dorn gante, ha da zansal ha da gana evelte :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her, |
— Ha goude ?… a lavaras.
— Neus ken. Petra, c’houi a oar c’hoaz ?
— Ya da !
— Oh ! lavarit eta, lavarit eta !
— Oh ! se n’eo ket mat ! se na junt ket ! Hon zonig a oa koant kaer a-raok, ha n’eo ken breman… Petra ’vo grêt d’ezan ?
— Lakaat d’ezan tort egile, eme unan.
— Ya, ya, lakaat tort egile war e hini.
Hag e voe peget tort Nonnig d’ezan war e hini, hag e tistroas d’ar gêr droug ennan ha mezus bras, m’ho ped da gredi.
Hag evel-se, ar peurest eus e vuhez, e renkas dougen daou vec’h, e hini hag hini e gamarad.
Dastumet en Plouaret, e 1859.