Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127

nag ar porzier.

Ar jeant bras a ya da gavout e berroked, a-raok mont da gousket, — breman ec’h ee diou wech bemdez, diouz ar beure, hag a-raok mont da gousket da noz, — hag e lavar d’ezan :

Perroked sorser, lavar d’in
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Eman Bihanik adarre ’barz ar c’hastell ! a lavar ar perroked.

— Pelec’h ’man ’ta ?

— En kraou an denved, kuzet dindan kroc’hen eun danvad en deus kignet.

Hag ar jeant da redek da graou an denved, ha da glask, ha d’o zastonat. N’hen kav ket, hag e tistro da gavout ar perroked.

— N’hen kavan ket en kraou an denved.

— Pa lavaran d’ec’h, eman eno ; klaskit c’hoaz, ha diwallit mat !

Hag e retorn adarre ar jeant d’ar c’hraou, hag e taston an holl denved, an eil goude egile. Lakaat a ra e zorn war unan, hag e chom e groc’hen en e zorn :

— Hola ! emezan, krog oun ennan !…

— Allaz ! Bihanik kêz, tapet out an dro-man ! a lavar ivez Bihanik outan e-unan.

Hag e tigas ar jeant anezan d’ar gegin, dre e vleo, hag e lavar :

— Setu aman al laer ! An dro-man eo grêt outan ! Penaos hen debrfomp ?

— En rost, eme ar re all.

— Ya, en rost, ha raktal !

Ma voe ereet gant eur gordenn, ha diwisket en noaz ha taolet eno en eur c’horn eus ar gegin, da c’hortoz lakaat anezan ouz ar ber. Ar jeantez koz a oa oc’h aoza koan a oa chomet he-unan, hag e oa o trailha skilhou d’ober tan.

— Hag a boan a gemerit ganen-me, mamm-goz ! a lavaras Bihanik d’ezi. Mar karit va dieren eun tammig, me a zrailho skilhou d’ec’h ?

Setu ma ’z eo diereet gant ar jeantez koz. Kerkent e krog er vouc’hal hag e tiskarg eun taol ker pounner war he fenn, ma chom sac’het ar vouc’hal ebarz, hag e kouez d’an douar evel eun