Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126

n’halljont biken mont er-mêz ar c’hoad, ha ne reent nemet steki ouz ar gwez ha ruilhal.

Pa zigouezas Bihanik gant an esterloup, e voe eur joa vras outan, ha ma voe grêt eur fest kaer, ha goude e voe dansou ’barz ar jardinou epad an noz, rak an esterloup a voe lakaet war an dourell uhela ar palez, hag a sklerijenne eul leo tro-dro, evel an heol da greisteiz. Bep noz e vije lakaet an esterloup war an dourell uhela, hag a bep bro eus ar bed e teue rouane ha prinsed d’hen gwelet, ha da c’houlenn ar brinsez da zimezi.

— Ma ! va zad, a lavaras ar brinsez eur pennad goude, mar gallfec’h kaout breman perroked ar jeanted, ho pefe kaera tri burzud a zo war an douar ! Bihanik, p’en deus digaset d’ec’h an dremedar hag an esterloup, a zeuio a-benn da gaout ivez ar perroked sorser.

— Ze ’zo gwir a-walc’h, va merc’hig kêz. Met petra ’rofomp ivez da Vihanik evit an holl boan en deus bet ganimp ? Hen kemer a rafes awalc’h da bried ?

— Ya, va zad, ma tigas d’imp ar perroked sorser.

Ha, ’vit trouc’ha berr, setu kaset adarre Bihanik da gerc’hat ar perroked sorser, ha lavaret d’ezan en devo ar brinsez da bried ma teu a-benn eus e daol. Partia ’ra adarre gant eur mul sammet a aour hag a arc’hant ; lezel a ra, evel an droiou all, an aour hag an arc’hant en ti ’lec’h ma oa e vreur, a oa yac’h mat breman, hag ec’h a etrezeg ar c’hastell. Met morc’hedus bras ’oa an dro-man.

— Penaos ’n em gemer ? emezan. Aoun bras ’m eus na retornfen ket an dro-man. Met ivez kaout ar brinsez da bried ! En gras Doue, goude holl !

Arruout a ra ’barz ar c’hoad a oa e-tal ar c’hastell. Gwelet a ra eno eur paotrig o vêsa denved, hag e lavar d’ezan :

— Kerz da gerc’hat d’in eun tammig tan d’ar c’hastell-ze, va faotrig, evit tana va c’horn-butun, ha me ’roio d’it eur pez daou skoed.

Ar paotr a gemer ar pez daou skoed, hag a red d’ar c’hastell. E keit-se, Bihanik a dap unan eus an denved, hag hen kas pelloc’h, etouez ar raden hag ar strouez. Eno e kign an danvad, ha pa voe digouezet an abardaez, en em vesk gant an denved all, hag ec’h antre gante ’barz ar c’hastell, hep ma ouias netra nag ar mesaer