Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128

ejen badaouet. Neuze e red d’ar perroked, hen paka ’ra en eur sac’h, ha kuit gantan !

Pa deu ar jeant bras d’ar gegin da c’houlenn doare ar rost, pa wel e wreg lazet hag e berroked laeret, en em laka da yudal, ken a grene ar c’hastell gantan. Ar re all a ziredas, pa glevjont, hag e voe eno neuze eun trouz spontus !

Pa zigouezas Bihanik e Pariz gant ar perroked sorser, e voe ker kontant ar roue, ma pokas d’ezan, hag ar brinsez ivez, hag e lavaras :

— Te, Bihanik, na teus ket da bar war an douar. A-vreman da sellan evel ma mab-kaer, ha, pa gari, e vo grêt an eured. Ha koulskoude, a-raok, em befe c’hoant da welet marv an tri jeant hag an diou jeantez a chome c’hoaz, rak keit ha ma vefont beo, ne vin ket en peoc’h, hag am bo bepred aoun na deufent da ’n em venji.

— Ma na c’houlennit ken nemet se, aotrou roue, e vo grêt prim ho c’hoant. Grit ober d’in eur c’harrons en houarn holl, ha krenva ma vo gallet. An nor a dleo serri he-unan, pa yelo unan bennak ’barz ar c’harrons, ha hep ma vo gallet he digeri. Roit d’in c’hoaz c’houec’h a gezeg eus ho re wella, ha va lezit d’ober neuze.

Pa voe grêt ar c’harrons evel m’en doa lavaret. Bihanik a bartias gantan. Arru ’barz ar c’hoad, e-kichen ar c’hastell, e tigor dor ar c’harrons, hag e pign war eur wezenn-dero a-us, da c’hortoz.

Emberr, pa voe debret lein er c’hastell, e teuas an tri jeant hag an diou jeantez da vale er c’hoad.

— Sell kaera da garrons a zo du-hont ! a lavaras ar c’henta hen gwelas.

— Tostaomp da sellet… Daoust da biou eo ?

— Digor eo an nor !

— Kaera ma eo an diabarz !

— Eomp ebarz !

Setu i o-femp barz ar c’harrons. Bihanik a ziskenn kerkent diwar e wezenn-dero ha da foueta kezeg ! hag en hent ’trezek Pariz. Spontus ’oa klevet ar c’hri hag ar garni hag ar malloziou a