Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114


Ankouaet ’m oa lavaret penaos ar C’hamm, er c’hoad, en devoa difennet eus an tort lavaret netra ebet d’ar roue eus a gement en devoa klevet, pe e vije troet an hanter eus an traon anezan en marbr, hag an hanter eus krec’h a chomje evel ma oa, met e tôlje tan dre e c’henou, dre e fri ha dre e zaoulagad.

Digouezout a reont o-zri gant eun ostaleri war vord an hent, ha naoun bras d’eze. Debri ha kousket a reont eno, hag an deiz war-lerc’h ar beure e kemeront eur c’harrons evit o c’has betek palez ar roue.

Neuze e voe eureujet roue ar Portugal d’ar brinsez Ronkar, kaera prinsez a oa dindan lagad an heol, hag e voe neuze festou ha goueliou eus ar c’haera.

A-benn nao miz goude, ar rouanez a c’hanas eur mab bihan eus ar c’haera.

An tort a oa chomet gant ar roue en e balez, hag a oa e vignon brasa. Alïes e komzent eus o beaj da gastell ar jeanted, hag ar roue a c’houlenne digantan pep tro penaos ’oa deut a-benn da lakaat pep tra da zont da vat. An tort a gave pep gwech eun dro bennak, ha ne lavare ket d’ezan, Met c’hoant ar roue da c’houzout ne ree nemet kreski bemdez. Eun deiz ec’h eas da gambr an tort, eur bistolenn gantan en pep doum, hag e lavaras d’ezan :

— Ret eo d’it lavaret d’in dioustu, pe n’eus nemet ar maro evidout !

— Evel-se ’ta e fell d’ec’h ma faea eus a gement am eus grêt evidoc’h ?

— Ah ! ne dalv ket ; lavar d’in dioustu, pe out maro.

— Ma ! ec’h an da lavaret d’ec’h ; met keuz ho pezo goude.

Hag e lavaras d’ezan. Kerkent ha ma komansas da gomz, e komansas ivez da drei en marbr : e dreid da genta, goude e ziouhar, e ziou vorzed. A-benn oa fin d’ezan da gomz, e oa marbr beteg e zargreiz, hag e taole tan dre e c’henou, dre e fri ha dre e zaoulagad. Euzus ’oa da welet !

Setu glac’haret ar roue, o welet petra ’oa c’hoarvezet gant e vignon brasa. Bemdez ec’h ee da welet anezan, ha ne ree nemet gouela o welet ar poaniou en devoa. Ne ouie petra d’ober. Ma lavaras eun deiz :