Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113

tell, gant ar jeanted… Pelloc’h c’hoaz, e kavfont eur vrac’h koz, ha ganti a bep seurt bonbonnigou ha traou mat : ar brinsez he devo c’hoant bras da gemer eun dra bennak diganti, met mar kemer an distera tra, ar roue hag an tort ac’h aio kerkent d’an ifern, ha hi da gastell ar jeanted.

An tort a selaoue mat war e wezenn.

Pa strinkas an deiz, al laeron en em skignas dre ar c’hoad, lod du-ma, lod du-hont, da glask roue ar Portugal hag ar brinsez Ronkar : n’ ouient ket ’oant ken tost d’eze. An tort a ziskennas neuze diwar e wezenn, hag a zihunas ar roue hag ar brinsez, hag en em lakajont adarre en hent.

Kerkent ha ma voent êt er-mêz eus ar c’hoad, e weljont eur c’harrons kaer, hag ar postilhon a bedas ar roue hag ar brinsez da bignat ebarz. Ar re-ma ne c’houlennent ket well, met an tort, gant e wialenn haleg, en devoa miret, a roas eur wialennad d’ar postilhon a-dreuz e fas, — hag ec’h ejont a-raok. N’oant ket êt gwall-bell pa glevjont unan o krial :

— Sikour ! sikour ! forz va buhez !

Hag e tigouezjont emberr gant eur stank ’lec’h ma weljont eun den prest da veuzi, hag hennez eo a grie er giz-ze.

— An den paour ! ret eo sikour anezan ! a lavaras ar roue hag ar brinsez.

— Nann ! nann ! na selaouit ket ; a-raok ! a-raok ! a lavaras an tort.

Neuze e kavjont eur wrac’h koz, ha ganti eur banerad pasteziou ha traou mat a bep seurt.

— Kemerit eur wastell, itron ! a lavaras d’ar brinsez ; biskoaz n’hoc’h eus debret netra ker mat !

E oa ar brinsez oc’h astenn he dorn, evit kemer eun dra bennak, pa ziredas an tort, a roas eun taol troad er baner hag a stlabezas holl war an hent, er poultr. Hag ar wrac’h koz da vallozi ; ha droug er roue hag er brinsez.

— Da betra, tort an diaoul, a lavare ar roue, ’teus-te grêt se ? Na welez ket penaos ar brinsez he devoa c’hoant debri eun dra bennak, ha me ivez ?

— Diwezatoc’h e lavarin d’ec’h. Dalc’homp da vont bepred.

8