Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115


— Ma ! ret eo d’in mont c’hoaz d’ar c’hoad ; marteze e welin ar C’hamm, hag e lavaro d’in penaos ober.

Mont a ra d’ar c’hoad, anaout a ra ar wezenn-dero war behini e pigne an tort, hag e pign ivez warni. War-dro hanter-noz, ec’h arruas adarre al laeron. Ha pep-hini da lavaret d’ar mestr ar pez en devoa grêt. Ar C’hamm a lavaras d’e dro :

— Roue ar Portugal a zo adarre er c’hoad, paotred !

— Bah ! ro peoc’h d’imp gant da roue ar Portugal : ne rez nemet ober goap ac’hanomp ! a lavaras an holl.

— Pa lavaran d’ec’h, eman er c’hoad ; hag evit sovetaat e vignon an tort, a zo troet eun hanter anezan en marbr, e vo ret d’ezan laza e vabig, diwada anezan evel eur porc’hell bihan, strinka ar gwad war an tort, — ha kerkent e teuio en e stumm kenta.

Ne selaoue den ar C’hamm, nemet ar roue : hennez hen selaoue mat.

Pa darzas an deiz, al laeron a yeas kuit, hag ar roue a ziskennas diwar e wezenn, hag a zistroas d‘ar gêr. Setu ma oa nec’het, hag e lavare d’ezan e-unan, penn-da-benn an hent :

— Laza va bugel, eur mabig ker kaer ! Biken ne rin ze !… Ha koulskoude ar paour kêz den-ze !… Ranna ’ra va c’halon, pa sonjan ennan !

Arruout a ra er gêr ; mont a ra da welet an Tort, Er memez stad ’oa bepred. Nec’hamant en devoa, ha gouela ’ree ; netra ne deue a-benn d’hen frealzi. Ma lavaras eun deiz :

— N’hallan pelloc’h beva evel-se ! Ret eo d’in delivra va mignon kêz an tort.

Kemer a ra eur gontell, hag ec’h a evit laza e vab. Met mankout a ra ar galon d’ezan, hag e teu war a giz. Distrei a ra eur wech all, mouchet e zaoulagad, hag e trouc’h e c’houg d’e vugel paour. Dastum a ra e wad en eur bezel hag e red da deurel anezan war an tort. Kerkent heman a baouez da deurel tan, ar marbr a zo troet en kig, ha setu hen deut adarre d’e stumm kenta. En em strinka a reont an eil en diouvrec’h egile, hag ar roue a lavar :

— Sell, va mignon, evel m’az karan ! Laza va mabig evit da zelivra !