Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99

a lavaras d’ezan :

— Ah ! c’houi eo eta ! Me ’ouie ervat e oac’h unan bennak, ha nann eun diot kêz, evel m’ho poa c’hoant da rei da gredi… C’houi ’vo ret d’in da gaout evit pried.

Kaer e voe ober evit harz ar brinsez yaouank da gemer da bried eun tignouz, eun innosant kêz, ne dalveze ket : hennez ’oa ret d’ezi da gaout. Ar roue koz hag ar rouanez a oa glac’haret. Diou c’hoar all he devoa ar brinsez yaouank, hag e voent eureujet o-zeir er memez deiz, unan da vab roue an Turki, hag eben da vab roue ar Perz. Eno e voe friko ha plijadur neuze, m’ho ped da gredi !

An Tignouz a ree bepred an innosant, hag holl gerent ar brinsez o devoa mez outan. Evel-se ivez e voe kaset gant e bried d’eur c’hoz kastell dilezet e-kreiz eur c’hoad.

Mab roue Bro-Zaoz en devoa goulennet ivez da bried unan eus a deir verc’h roue Bro-C’hall, ar yaouanka, hag evel n’en devoa ket bet anezi, e oa droug ennan, hag e tisklerias ar brezel da roue Bro-c’hall. Setu savet eun arme gaer eus a bep tu.

An Tignouz a c’houlenn mont ivez d’ar brezel gant e daou vreur-kaer :

— Te, mont d’ar brezel, eun innosant kêz eveldout ? Chom er gêr gant da wreg.

Partia ’reont hepdan.

N’oa chomet loen-kezeg ebet er palez. An Tignouz a ya war-lerc’h ar re all war droad. Pa oa o vont gant an hent bras, e kav eur marc’h glaouer, treut betek an eskern. Pignat a ra war e gein, ha da zorna anezan. N’en devoa na fuzuilh, na kleze, na sabrenn, nag arm all ebet. P’oa o tremen e-biou eur forn a oa war ribl an hent, e tap eur skubellenn-forn, ha kuit ganti.

— Pelec’h ar foeltr, eme ar fornier, ec’h ez-te gant va skubellenn ?

— D’an arme, sur, da sikour ma zad-kaer.

Ha kuit gant ar skubellenn !

Mont a ra, mont a ra dre an henchou-treuz, kement ha kement m’en em gav ivez war an hent bras a-raok an arme. Met mont a ra e varc’h en eur c’horneugell war ribl an hent, ha n’hall ket en em denn ac’hane.