Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98

gant ar re all da souheti gouel mat d’ar brinsez, hag e lezjont holl o bokedou en he c’hambr. Pa voent êt kuit, ar brinsez a sellas ouz an holl vokedou, da welet pehini ’oa ar c’haera. Gwelet a ra eun dra o sklerijenni e hini an Tignouz (pep-hini ’oa e hano war eur baper en-dro d’e voked). Kemer a ra buan an dra ze, ha souezet eo o kavout eun diamant eus ar c’haera gant he hano warnan.

— Hola ! a lavaras d’ezi he-unan c’houi zo unan bennak, ha nann ar pez a seblantit beza ; ez oc’h oc’h ober ho tiod, met me am bo va daoulagad warnoc’h.

An Tignouz a oa ken lous ken na zebre ket gant ar jardinerien : kaset e veze e voued d’ezan en eur lochenn vihan a oa er jardin.

Eun deiz, goude beza debret e lein, evel ma oa e-unan, e tennas e vouest eus e c’hodell, hag e lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eur marc’h du, eur c’hleze dir ha dilhad prins eus ar re gaera !

Ha kerkent en em gavas eno an traou-ze holl hag en em wiskas en prins. Ar brinsez yaouank a welas anezan eus a brenestr he c’hambr hag a ziskennas buan er jardin gant he dimezelled. Met an Tignouz he gwelas o tont, ha p’arruas ar brinsez en e gichen, e oa gant e zilhad jardiner hag e dignasenn, euzus da welet.

— Petra ! n’hoc’h eus ket gwelet eur prins yaouank ama ? a lavaras d’ezan.

— Eur prins yaouank ? Nann, avat.

Kaer he devoe klask ha furchal, ne gavas prins ebet. Ma retornas d’ar palez.

An deiz war-lerc’h, goude e lein, an Tignouz a dennas adarre e vouest, hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eur marc’h glas, eur gwiskamant alaouret hag eur c’hleze aour !

Ha kerkent e voe digaset d’ezan eur marc’h glas, eur gwiskamant alaouret hag eur c’hleze aour, hag e benn hag e zorn a oa aour ivez. Biskoaz ne voe gwelet kaeroc’h prins.

Ar brinsez a oa e prenestr he c’hambr hag a ziskennas adarre buan d’ar jardin, pa welas eur prins ken kaer. An dro-man n’en devoe ket an Tignouz an amzer da ziwiska penn-da-benn e zilhad kaer, hag ar brinsez hen kavas hanter-wisket c’hoaz en prins, hag