Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97


— Me ’zo merc’h da roue Bro-Zaoz, met, siouaz ! daou vloaz em eus da chom c’hoaz er stumm-man. Epad an daou vloaz-ze e chomin er c’hoad-man. Deuit d’am gwelet eur wech an amzer ha, pa vezo tremenet an daou vloaz, mar na vec’h ket skuizet o c’hortoz ha kemeret unan all ganec’h, e vefomp eureujet an eil d’egile… Setu aman, da c’hortoz, eur vouest a roan d’ec’h ha, pa c’hoantafet eun dra bennak, lavarit : — « Dre nerz va bouest m’am bo an dra-ma-dra ! » — Ha kerkent e tigouezo an dra-ze.

Kimiadi a reont neuze an eil diouz egile gant an daelou en o daoulagad… Met lezomp ar gazeg en he c’hoad, hag heuilhomp Pipi.

Pipi a deu neuze da Bariz.

— Petra ’rin-me breman, epad daou vloaz ? a lavare d’ezan e-unan. Re gaer eo va fenn ha va dorn, a zo aour, evit labourat. Mez am eus gante zoken ; ret ’vo d’in o c’huza.

Digouezout a ra gantan neuze eur c’hrennard hag a oa an tign en e benn : euzus ’oa da welet. Lemel a ra d’ezan e grostenn, ar bleo a deu ivez da heul, hag o laka evelse war e benn. Ma oa a-raok eur paotr koant, evit breman n’oa ken. Adalek neuze e voe leshanvet an « Tignouz ». Mont a ra er giz-ze da c’houlenn labour da balez ar roue. Dre druez outan, eo kemeret, ha lakaet da zivelc’houedi kaol. Eur jardiner koz a oa eno en devoa truez ouz an tignouz hag a ree kaoz gantan a-wechou : ma plijas d’ezan komzou ar paotr, hag e teujont emberr da veza mignoned bras o-daou.

Digouezout a ra ivez gouel ar brinsez yaouank.

— Ret ’vo d’ec’h, eme ar jardiner koz d’an Tignouz, mont ivez evel ar re all da souheti he gouel d’ar brinsez.

— Ha petra ’roïn-me d’ezi ?

— Eur boked ; me ’guntuilho eur boked d’ec’h.

Pa voe e-unan en eur c’horn eus ar jardin, Pipi a dennas e vouest eus e c’hodell, — rak bepred e veze gantan, — hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eun diamant eus ar c’haera, hag hano ar brinsez skrivet warnan !

Ha kerkent e kouezas e-kichen e droad eun diamant eus ar c’haera. Lakaat a reas an diamant e-kreiz e voked hag ec’h eas