Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100


Pa dremenas an arme, e oa o chacha war lost e varc’h, en eur lavaret :

— Deus alese, loen paour, deus, ma ’zefomp da sikour va zad-kaer d’an arme !

Met kaer en devoa ober, ar marc’h a chome bepred er vouilhenn.

Ar soudarded, o tremen, a c’hoarze hag a lavare eil d’egile :

— Sell, sell mab-kaer ar roue !

Mab roue an Turki, pa welas, en devoa c’hoant treuzi anezan gant e gleze.

— Bah ! lest-han, a lavaras d’ezan mab roue ar Perz ; n’aio ket pelloc’h, aze e chomo.

Pa voent tremenet holl, an Tignouz a dennas e vouest eus e c’hodell hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo raktal eur marc’h glas, eur gwiskamant galonset en arc’hant hag eur c’hleze dir a zrailho holl kement a vo lavaret d’ezan !

Ha kerkent en em gavas gantan an holl draou-ze. Eur paotr ’oa neuze, m’ho ped da gredi, gwisket en prins, ha gant e vleo aour hag e zorn aour !

Mont a ra war-raok d’an daoulamm, hag e tap hep poan an arme.

— Kaera da brins ! a lavare an holl. Daoust piou eo ?

Den n’hen anaveze.

P’en em grogas an daou enebour, e trec’he ar Zaozon ; roue Bro-C’hall ’oa o vont da goll, p’en em daolas an Tignouz evel eur foll e-kreiz ar Zaozon, ha gant e gleze e trailhe holl, hag eur rivier gwad a rede war e lerc’h : evel eun diaoul e oa. Arruout a ra dirak roue Bro-Zaoz, goloet a wad hag e gleze ruz en e zorn, hag e lavar d’ezan :

— Roue Bro-Zaoz, ret eo d’ec’h sina ar peoc’h, pe me ho lakaïo a beziou, evel am eus grêt d’hoc’h arme !

Setu nec’het bras roue Bro-Zaoz ; met ken spontet ’oa, ma sinas ar peoc’h evit c’houec’h miz. Dont a ra neuze an Tignouz da gavout roue Bro-C’hall, ha gantan en e zorn ar paper a oa sinet ar peoc’h warnan. Gwelet a ra e daou vreur-kaer war e hent, hag e lavar d’eze en eur ziskouez ar paper :