Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94


Hag hen o vouta e zorn er feunteun hag, evel n’oa ket doun, e tapas eas e gontell. Met pa dennas e zorn er-mêz an dour, e voe souezet bras o welet penaos ’oa deut da veza : eun dorn aour en devoa brema !

Ah ! sell me eur paotr breman, avat, gant an dorn-ze ! Eun dorn aour ! Biskoaz kemend-all !… Ha penaos lavaret d’ar mestr n’am bo ket lakêt va dorn e dour ar feunteun, pa welo kement-man ?… Ret ’vo d’in hen paka gant eul lien, ha lavaret am bo kignet anezan oc’h ober eul labour bennak. Marteze e kredo, ha ne c’houlenno ket gwelet.

Dont a ra d’ar gêr ; lakaat a ra ar marc’h er marchosi, ha goude e pak e zorn gant eul lien. Emberr ec’h arru ivez ar mestr er gêr. Mont a ra dioc’htu d’ar marchosi, sellet a ra ouz ar marc’h.

— Mat ! mat ! grêt e teus d’ezan evel m’am oa lavaret d’it.

Mont a ra neuze da welet ar gazeg treut, hag e laosk eul le-doue eus ar gwasa :

— Mil malloz warnout ! ne teus ket grêt d’ar gazeg-man evel m’am oa lavaret d’it !

— Allaz ! ankouaet em oa. N’oun ket kustum c’hoaz eus va labour, evit eun deiz a zo abaoue ma ’z oun en ho ti…

Er pred-ze e welas e zorn paket :

— Petra ’zo c’hoarvezet gant da zorn ?

— Netra !… kignet em eus anezan eun tammig, oc’h ober eus ho marc’h.

— Gaou a lavarez : boutet ’teus da zorn e dour ar feunteun.

Ha kerkent e tispakas d’ezan e zorn, hag e reas eul le-doue euzus.

— Va fardonit, mestrig kêz, evit ar wech kenta !

— Da bardoni a ran evit eur wech, met gwaz a ze d’it d’an eil !

An deiz war-lerc’h ar beure, e lavaras mestr ar c’hastell da Bipi :

— Ec’h an breman d’ober eun dro pell-pell, ha ne zistroin ket a-raok c’houec’h miz. (Da duta ec’h ee). Ne vanko netra d’it aman e keit-se ; met taol pled mat d’ober pep tra evel am eus gourc’hemennet d’it ; mar na rez ket, ec’h arruin kerkent er gêr, n’eus forz pelec’h e vin, ha gwaz a ze d’it neuze. Gra mat d’ar marc’h ; ro bazadou d’ar gazeg treut diou wech bemdez, ha taol pled mat