Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93

o c’houeza an tan gant eur souflez vras a oa eno, e klev eur vouez klemmus o lavaret :

— Na c’houez ket an tan dindanoun, maleürus, rak me eo da dad !

— Jezuz Doue ! va zad kêz, c’houi ’zo aze ?

Hag hen o vouga an tan dindan ar billig-ze, ha da c’houeza dindan an eil :

— Na c’houez ket evel-se, den fall, rak me eo da vamm ! a lavaras eur vouez all.

— Petra ! va mammig kêz, c’houi ’zo aze ivez !… Va c’haset ho poa gant an Diaoul hag ez oc’h arru en e di em raok ! Met n’eus forz, ec’h an da vouga an tan dindanoc’h, va mammig paour.

Mouga ’ra an tan, hag ec’h a d’an deirvet billig :

— Na c’houez ket an tan dindanoun, den fall, me eo da vaeronez !

— C’houi ivez, va maeronez kêz !… Met va holl gerent a zo ama ’ta !…

Mouga ’ra an tan, hag ec’h a d’ar bedervet billig :

— Na c’houez ket an tan dindanoun, den fall, me eo person da barrez !

— Petra ! petra ! c’houi ivez ! Ma fe ! gwaz a ze d’ec’h. Teir gwech hoc’h eus tremenet ac’hanoun hep va fask, ha breman e tommfet aze, va fersonig !

Hag hen oc’h ober eun tan ifern dindan e berson, hag o vont neuze d’ar marchosi en-dro d’ar c’hezeg. Rei a ra melchon ha kerc’h, leiz e gof, d’ar marc’h, ha goude ec’h a da vale anezan dre ar c’hoad hag an aleou. N’en devoa ket bet ar galon da vazata ar gazeg treut : truez e kemeras outi, o welet evel ma oa, hag e roas zoken eun tammig melchon d’ezi. P’en devoe baleet gant ar marc’h war-dro div eur, e teuas d’ar gêr, hag e kasas anezan da eva dour eus ar feunteun a oa e traon ar porz.

Pa oa daoubleget o sellet ouz e skeud en dour sklêr, e kouezas e gontell ebarz eus e c’hodell :

— Penaos ober evit tapout va c’hontell alese brema, p’eo difennet lakaat va daou dorn e dour ar feunteun-ze ? Met, bah ! penaos e ouezo am bo lakêt va dorn ebarz ?