Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95

eus ar feunteun.

— Bezit hep morc’hed, mestr ; holl e vezo grêt evel m’hoc’h eus gourc’hemennet.

Mont a ra mestr ar c’hastell en e hent, ha Pipi a ya ivez d’e labour. Goude beza roet boued d’ar marc’h, e kemer eur vaz hag en em laka da vazata ar gazeg paour. Ma voe souezet bras o klevet anezi o lavaret :

— Na skoït ket evel-se, en hano Doue, rak c’houi hoc’h-unan a c’hallfe dont da veza eveldoun, siouaz !

— Petra ! choui ’gomz ivez ’ta, loen paour ?

— Ya, rak me n’oun ket eur gazeg, evel ma sonj d’ec’h : me ’zo eur brinsez yaouank, merc’h eur roue bras, dalc’het aman, dindan ar stumm ma welit, gant mestr ar c’hastell-ma. Met, mar karit senti ouzin hag ober penn-da-benn evel ma lavarin d’ec’h, va zennfet c’hoaz ac’han ha kalz a re all ganen.

— Komzit buan, me ’raïo holl evel ma lavarfet d’in.

— It da genta da c’hrignol ar c’hastell ha stoufit gant stoup genou eur c’hloc’h bras a zo eno, rak hennez en em lakafe da son anezan e-unan, pa c’hoantafomp mont kuit, ha kerkent e tigouezfe ar mestr er gêr.

Mont a ra d’ar c’hrignol, stoufa a ra genou ar c’hloc’h, hag e teu adarre da gavout ar gazeg hag e lavar d’ezi :

— Stoufet eo genou ar c’hloc’h. Ha brema ?

— Kê brema d’an ti, ha taol er-mêz ar skubadur a zo eno ’dreg an nor.

Mont a ra d’an ti ha teurel er-mêz eur bern bras a skubadur a oa ’dreg an nor. Hag ez eo souezet bras o welet o sevel ac’hane kalz-kalz a dud a bep seurt stad, hag holl e lavarent d’ezan :

— Hon bennoz d’it !… Ni ’oa dalc’het ama pell a oa gant an Diaoul, ha te ’teus hon delivret. Hon bennoz d’it, c’hoaz eur wech ! Hag ec’h eent kuit a-leiz an nor, ha buan, buan.

— Taolet em eus ar skubadur er-mêz an ti, a lavaras Pipi d’ar gazeg treut, hag hervez em eus klevet, em eus delivret gwall-galz a eneou en poan.

— It breman d’ar feunteun, boutet ho penn ebarz, ha deuit aman adarre.