— Pelec’h ec’h ez ével-sé, ma faotr ? a lâr aré ann aotro d’ehan.
— Da vale-bro, da glask bara da c’honid.
— Dont a raes ganen ?
— Ia a-walc’h.
— Goud a rez lenn ? — Na ouzoun ket da ! Ma zud a zo re-baour ewit ma c’hass d’ar skôl.
Neuzé a krogas ann aotro en-han hag a savas gant-han en er, uhel, uhel. Diskenn a eure gant-han e-kichenn ur c’hastell-kaer, en un ale vraz, lec’h ma oe souezet o welet skrivet war delio ar gwez : — Ann hini a antre aman, na sorti kén. — Ma teuas c’hoant d’ehan mont-kuit, met penoz ? Antren a reont ho daou bars ar c’hastell ; debri hag eva a reont, ha goudé koan, a kousk mad en ur gwélé-plun.
Ann dewarlerc’h ar beure a lâr ann aotro d’ehan :
— Arsa ma faotr, me a ha breman en hent, wit un dro am euz da ober, hag a renki chomm da unan aman épad un dez hag ur bloaz. Na vanko netra d’id en ti-ma ; sell aman ur zerviedenn, ha p’as bo c’hoant a un dra bennag da debri pé da eva, n’as bo netra da ober nemet lâret d’ehi : — Serviedenn, gra da dever ; digass d’in ann dra-ma-dra ! — Ha kerkent a tigwezo ar pez as bo goulennet. — Deuss ganen breman, ma tiskouezin d’id da labour bemdé.
Hag hen kassas d’ar geginn, lec’h ma oa ur pot-houarn braz-braz war ann tan : — Sell azé ur pot-houarn hag a renki dewi indan-han diou gordenn-goad bemdez ; ha na euz forz petra a glewi en-han, na selaou ket, ha gra tan bépred. Eomp breman d’ar marchosi. Sell azé ur gazek treut, hag ur fagodenn-spern dira-z-hi, el lec’h melchon. Met ur pred-all a défé c’hoaz. Sell aman ur vaz gargal ewit hi dorna, ken a c’houezi. Kommer ar vaz, ha gwelomp ha te a oar skei.
Ha Koadalan da skei war al loen-paour euz he wella.
— Mad, mad, na skoës ket fall. — Breman a weles aman un eubeul iaouank, hag a vo rèd d’id rei melchon ha kerc’h d’ehan, kement ha ma karo debri. — Eomp breman d’ar c’hambrjo. Sell aman unan ha na digori ket, ha homan-all ken-neubeud. Sell mad, rag mar tigwezfé d’id digori unan ann diou gambr-se, gwaleur d’id ! Ar re-all holl a c’halli da digori ha bale dré ar c’hastell ével ma kâri.
Pa hen doe lâret kement-se holl, ec’h eaz-kuit.
— Arsa en ti biou on-mé aman iwe ? En ti ann Diaoul, martézé. Met gwelomp da genta hag a ve gwir ar pez hen euz lâret euz he zerviedenn. — Serviedenn, gra da dever ! Digass d’in kig-moc’h, ha rost, ha gistr mad ha gwinn ! — Ha kerkent a em gavas ann treo-sé holl war ann daol.