Pajenn:Luzel - Histor ar Republik, 1875.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix

HISTOR AR REPUBLIK
Abaoue ar bevar a viz Gwengolo 1870 bete hirio.
————


III

Pa oe deuet ann amzer da sina ar peoc’h, — ur peoc’h kaled, siouas ! — a oe grêt elektionou, ann eiz a viz C’huerveur 1871, evit dibaba deputeed. Ano elektionou-se a oe grêt buban ha buhan, hep kaout ann amzer da em glevet, hag evel ma oa bet kastiet ann dud gant ar brezel, ha spontet gant torfedou ar Gommon milliget, ho defoa aoun, hag e rojont ho moueziou, peurvuia, d’ar monarchisted. Met ann elektourien a anavezas, hep-dale, n’ho defoa ket grêt mad, hag en elektionou kenta a oe grêt diveratoc’h, ann daou a viz gouere, e kasjont ouspenn kant depute republiken da Baris, ha bep tro ma vije grêt neuze un elektion en Paris, evel en departamantjou, e vije dibabet ur republiken. Kement-se a diskoueze sklêr petra ez oa c’hoant ar bopl. Ann aotro Thiers, pehini ez oa neuze karet ha meulet gant ann holl, abalamour ma on ezomm anezhan, hag a zo breman kasaët (haï) ha tammalet gant ar re pere a veule anezhan ar muia : — ann aotro Thiers, ann den da behini e defe ann holl Fransijenn kaout ar muia a anaoudèges, ha da behini a vezo savet statuou divezatoc’h ; — ann aotro Thiers, hanvet depute gant c’huec’h war-n-ugent departament, a oe lakêt gant ann holl en penn ar gouarnamant, — pe chef d’ar pouar exécutif, evel ma ve lavaret en gallek, hag evel ma renas mad pep-tra, prestik goude ez oe hanvet penturier pe president ar Republik. Dre he skiant, he wizièges (sa science) hag he furnes, e reas ur vad ar brasa. Evit-han da veza bet monarchist bete neuze, ha ministr kenta d’ar roue Loïs Fulup, e welas sklêr na oa gouarnamant all a-bed possubl en Franz nemet ar Republik, hag e em c’hreas republiken. Kalz a dud a skiant ha tud fur, pere a laka mad ho bro a-rok pep-tra, a reas evel-t-han, has a deuas da veza republikaned vad, goude beza bet legitimisted, orleanisted pe bonapartisted.

Ar Prusianed ez oa bepred war douar Franz, hag e c’hlac’harent ar broiou lec’h ma oant, ha kalonou an holl Fransijenn, evit ho c’has-kuit betek ann diveza, ez oa red paëa d’ezhe ur ranson a bemp milliard. Ha pelec’h kavoud ur somm ken spontus ?… Ac’hanta, an aotro Thiers a gavas, nann pemp milliard, met daou ugent milliard, hag ar Franz holl a em gavas soulajet euz ur pouez ken pouner evel ma oa ar Prusianed.

Ar majorite euz ar Gambr, evel hon eûs lavaret, ez oa neuze monarchisted, ha n’ho defoa ken c’hoant nemet da lakad ur roue war ann trôn, hag e oant em glevet, peurvuian, evit ma vije ar c’homt a Chambord, indan ann hano a Herri pemp. Pa weljont ann aotro Thiers o trei a-eneb d’ezhe, evit mont a-du gant ar republikaned, e em glewjont evit diskar anezhan, hag ar Republik gant-han. Al legitimisted, ann orleanisted hag ar bonapartisted, — da lavaret eo ann dour hag ann tan, — a em unanas evit ober ann tol-se, hag ar bevar war-n-ugent a viz maë 1873, a oe kavet pevarzek mouez a vajorite eneb d’ezhan. Ha setu penaoz a oe paët ann den hen eûs grêt ar muia, marteze, evit mad ar Franz ! —

IV.

Ann aotro Thiers hen devije gallet dibaba ministred all ha chomm bepred president ar Republik. Met, evit diskouez penaoz na on ket ar galloud (le pouvoir) hag ann enoriou a glaske, met mad he vro hep-ken, a em dennas, hag ar marichal Mac-Mahon a oe lakêt en he lec’h da bresident ar Republik.

Lavaret hon eûs uc’helloc’h penaoz kement-se a zo bet grêt hep skuilla goad, hag hep trouz na disurz, ar pez na ve ket gwelet alies gant ur monarchi, rag peurvuian e vez ur revolution ha kalz a voad skuillet evit ober ur roue nevez pe un impalaër.

Un neubeud amzer goude a oe grêt ar septennat, de lavaret eo a oe hanvet ar marichal Mac-Mahon da bresident ar Republik epad seiz vloaz, betek ar bloaz 1880. Ar monarchisted ho defoa grêt kement-se, o sonja e c’haljent dont a-benn gant Mac-Mahon da ober ur roue pe un impalaër, ar pez n’ho dije gallet biken ober gant ann aotro Thiers. Ar septennat-se hen eûs grêt d’imp kalz a drouk. Daou vloaz penn-da-benn a zo bet kollet, hag ho d-eûs harzet ann aotro Thiers da sevel ar Franz en nerz, en galloud hag en pinvidiges.

Met ar monarchisted a sonje gant-hê, gant ho septennat, beza sur euz ho zol, hag e kanent dija viktoar. Neuze a oe grét ar gouarnamant a gombat, hanvet c’hoaz gouarnamant ann ordr moral, gant ann aotro De Broglie evit ministr kenta. Ar republikaned a oa bet hanvet da ur plas bennag gant an aotro Thiers pe gant gouarnamant ar bevar a viz gwengolo, a oe torret holl, hep truez, hag a oe laket legitimisted, orleanisted ha bonapartisted en ho lec’h. Betek ar meariou, er parosiou ar muia dister hag ar barnerienn a beoc’h (les juges de paix) a oe torret, evit ober plaz da dud pere, peurvuia, na oant ket karet gant ar bopl, met pere a oa anavezet evit kazout (haïr) ar Republik. Gouzoud a ret mad ann dra-se, ma zud keaz, rag siouas ! evidomp da veza en Republik, tud ann aotro Broglie, ar monarchisted, a zalc’h dre-holl ar plasou, braz ha bihan, hag ann aotro Buffet, pehini a zo brema ministr kenta, na gar tamm muioc’h ar Republik hag ar republikaned eget ann aotro Broglie.

Met esper hon eus na bado ket kement-se ken pell amzer, ha pa deuo ann elektionou kenta, ann elektourien ho defo holl en ho dorn ur benvek, pe un arm, — ho billejou vot, — gant pehini e c’halfont, hep