Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Histor ar Republik, 1875.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix

HISTOR AR REPUBLIK
Abaoue ar bevar a viz Gwengolo 1870 bete hirio.
————


II

Ar brezel a oa bet disklêriet, beza a zo pemp bloaz tremenet, gant Napoleon III hag he vinistred, ha kement-se hep ezomm a-bed, ha gant ur galon skanv, evel ma lavare ar ministr kenta Emil Ollier. Hon soudarded, — o mez ha glac’har ! — a oa bet trec’het, dre ma oa re nebeud anezhe, ha ma oant kommandet fall, ha grêt prisonnerien ha kaset en tu all d’ar Rhin. Ann Impalaër he-unan a oa bet kemerret en Sedan, ann daou pe ann dri a viz gwengolo 1870. Glac’har ar Franz a oa braz dreist lavar, — nann abalamour ma kolle he Impalaër, met abalamour m’hen defoa lakêt, hen hag he re, — frika (écraser) hon armeou, ha ma oa un darn vraz euz a douar ar Franz en galloud ann enebourien, pere a deue buhan war-du Paris.

Petra ober ? — Ann Impalaëres he c’hreg, pehini a oa bet, marteze, ar muia kiriek d’ar brezel, na oa ket karet gant ar bopl, en Paris, hag he mab a oa c’hoaz nemet ur bugel. Ha war gement-se holl, ministred ann Impalaër, ar senatourien, ha kazi holl ar re hen defoa lakêt en kargou uc’hel ha paeet mad, ho defoa aoun, a golle ho fennou hag a droe peurvuian a eneb d’ezhan. Hag e-keit-se, ar Prusianed, hag an holl allemanted a oa gant-hê, ez oa en hent evit dont da gemer Paris. Ha n’hon boa ken arme a-bed evit harza anezhe. Rêd ez oa koulzgoude ober un dra bennag evit stourm euz ann enebourion, evit salvi hon enor ha harza ar Franz holl da veza laëret, tanet, mac’het ha glac’haret. Al legitimisted, d’ar pred-se, na gomzent ket euz ho Herri pemp, hag heman ive na sonje ket em diskouez en Franz, epad ma oa ar Prusianed en-hi. Tud a galon, republikaned vad pere ho defoa grêt ho fossibl evit na vije ket disklêriet ar brezel, deputeed Paris dreist-holl, a reaz neuze ar pez na grede ober darn all a-bed (aucun autre parti), hag e savjont ur gouarnamant hanvet gouarnamant ann défense nationale, pe gouarnamant difenn ar vro, evit derc’hel-penn d’ar Prusianed hag ober euz ho gwella evit niad ha silvidiges (le salut) ar Franz. Ha kredit mad penaos al labour ez oa braz ha dies, hag e risklent holl ho buheou. Allas ! en pe stad ez oa hon bro baour ! Kalz a dud a sonje d’ezhe ez oamp kollet evit biken. Hon soudarded ez oa kazi holl prisonnerien, evel hon eûs lavaret uc’helloc’h, ha n’hon boa ken nemet un arme, pehini ez oa evel prisonnier ive gant ann traitour Bazaine, er gêr a Metz. Gant ann arme-se hen devije gallet, mar karje, dont d’hon zikour ha harza ar Prusianed war hent Paris. Met welloc’h ez oa gant-han, ann den milliget, em reï d’ar prinz Frederik Charles, gant wardro kant hanter kant mill den, gant ho armou hag ho drapoiou, ar pez na oa bet gwelet biskoaz bete neuze !

N’hon boa ken eta na soudarded, nag armou, na netra, evit lavaret gwir. Gouarnamant difenn ar vro, pe gouarnamant ann défense nationale, o welet kement-se, a eseas ober ar peoc’h : met konditionou Bismark a oe kavet re-vraz, re-galed, gant ann holl, ha, kentoc’h eget ho digemer (accepter), ez oa kavet mad ober ar brezel betek ar maro, evit salvi da vihanna hon enor.

Met, a lavaro marteze unan bennag, ar pez a c’houlenne Bismark hag ar roue, d’ar pred-se, hon eus renket da reï divezatoc’h, ha muioc’h zoken, hag evel-se, pegement a dud lac’het hag a boaniou hag a dispignou, evit netra !

Evit netra ? oh ! nann a-vad, rak diskouezet hon eûs d’ar bed holl penaoz ne oamp ket c’hoaz kouezet ken izel ha ma sonje gant kalz, hag a zo bepred en pep korn ar Franz tud kalounek, ha kalz, ha prest, en pep amzer, da skuilla ho goad evit ho bro garet, — ha ni bretoned na omp ket bet, ha na vefomp biken, euz ar re diveza, evel ma oar ann holl.

Ma oe kendalc’het eta da ober ar brezel, gant kalon, ha gant fizianz en zikour Doue. Paris a serras he dorojou, hag, en pevar c’horn ar Franz, a em save ann holl, koz ha iaouank, hag a oe savet, en neubeud a a amzer, un arme pehini a oe hanvet arme al Loire. Met na fell ket d’imp heuill ama penn-da-benn ar brezel, a behini hon eûs grêt dija ann histor, en Almanak Breiz-Izel evit ar bloaz 1872.

Gouarnamant difenn ar vro, pe ann défense nationale, hanvet c’hoaz gouarnamant ar bevar a viz Gwengolo, a zo bet lavaret a bep seurt drouk anezhan, gant ar monarchisted, — bonapartisted ha legitimisted : met kaer ho defo lavaret hag ober, ann dud fur ho d-eûs hag ho defo atao anaoudèges (reconnaissance) d’ann dud kalounek-se pere a garie ho bro dreist pep-tra, hag ho d-eûs salvet he enor. Epad ouspenn pemp miz ma padas ar gouarnamant-se, a oe savet armeou nevez, grêt kanonou ha fuzuillou ha stourmet stard euz ar Prusianed : ha mar na vije ket deuet ann traitour Bazaine da reï d’hon enebourien ann arme kaër a oa gant-han er gêr grenv a Metz, e vijemp deut a-benn, marteze, da drec’hi anezhe, d’hon zro, ha d’ho c’has er-meaz euz hon bro, hep kaout hon arc’hant. Viktoar Coulmiers, gonezet gant ar jeneral D’Aurelle de Paladine, a c’halle beza ar penn kenta euz a viktoariou all, hag euz a silvidiges (et de la delivrance) Paris, mar na vije deuet en amzer vad, — siouas d’imp ! — ar prinz Frederik Charles, gant un arme braz, euz indan mogerou Metz, goude trahison Bazaine, evit harza ar jeneral D’Aurelle de Paladine hag arme ar jeneral Chanzy da vont bete Paris.

Evel-se e welet sklêr, ama c’hoaz, penaoz ez eo ann Impalaër hag he re, evel ar jeneral Le Bœuf, De Failly ha Bazaine, a zo bet kiriek euz hon brasa gwaleuriou.

Beza a zo tud ha n’ho d-eûs ket a vez da lavaret, — d’ann dud diwar ar meaz dreist-holl : — « Paotred ar gouarnamant ar bevar a viz Gwengolo a zo kiriek eur hon holl gwaleuriou : hi ho d-eûs grêt sevel, hep ezomm, evit mont d’ar brezel, ho pugale hag ho kerent, a bere kalz na int ket bet distroët d’ar gêr, siouas ! »

Kement-se na eo ket gwir, ha pa glevfet tud o komz er gis-se, ar pez hoc’h eûs da ober ez eo hija ho skoas, pe, mar int bonapartisted, lavaret d’ezhe : — « Gaou a lavaret aze, rag c’hui a zo kiriek euz ann holl drouk !… »

Ann dud-se a laka ann arc’hant a-raok ann enor, ar pez a zo mezus, ha na ra ket un den onest.

(Da veza heuliet.)