Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Histor ar Republik, 1875.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix

billet vot. Kement-se a zo bet gwelet, na eûs ket pell c’hoaz, pa em gavas ar majorité, da lavaret eo ar muian a voueziou, da veza a eneb ann aotro Thiers, en Kambr ann deputeed, beza a zo daou vloaz tremenet. Ann aotro Thiers a em dennas, evit reï he blas d’ar maréchal Mac-Mahon, ha na oe evit kement-se nag un tenn kanon, nag un tenn fuzuil, na trouz a-bed, en Paris nag el lec’h-all. Met Charles Dek, a ouzoc’h mad, a oa bet diskarret gant ur révolution, ha Loïs Fulup ive, ha Republik 1848, hag ann Impalaër, hag a oe bep-tro brezel civil, goad skuillet a-leiz, ha lac’hadek tud (des massacres) heuzus !

Gwelit eta, ma zud keaz, pegement eo gwelloc’h ur Republik eget ur Monarchi evit harza ar revolutionou, da lavaret eo dismantr ha glac’har ann holl.

Setu aman breman, en bêr gomzou, histor ann dervet Republik, pehini a vezo, mar karet beza fur, ann diveza, hag a lakao ann holl Fransijenn da veza eürus, hag hon bro ger ar Franz da veza ar pinvidika hag ar c’hrenva euz ar bed holl.

(Da veza heuliet.)