Ar pez am eûs c’hoant da disklêria d’heoc’h aman, en bêr gomzou, ma zud keaz, ez eo histor ann dervet Republik en Franz, an hini indan pehini e vevomp hirio eürus, ha koulsgoude e zo tud hag a lavar kalz a zrouk anezhi.
Met a-raok mont pelloc’h, e fell d’in lavaret d’heoc’h petra ez eo ur Republik, rag beza a zo tud ha na ouzont ket mad ann dra-ze.
Beza a zo daou seurt gouarnamant, ar Monarchi hag ar Republik. Ur Monarchi a zo ur gouarnamant lec’h ma ve mestr war bep tra un den he-unan, ur roue pe un impalaër ; ha pa deu da vervel, he vab henan a ve mestr, roue pe impalaër en he lec’h, — pe a vezo un den fur ha mad, pe un den diskiant, un diot hag un den-fall, evel ma zo bet gwelet alies, souas ! Sonjit hag a drouk e c’hell ober da ur vro ur roue pe un impalaër fall hag a ve mestr war bep-tra, hag e c’hell ober holl evel ma plij ganthan ! Allas ! gwelet hon eus bet kement-se, ha na eûs ket pell-amzer c’hoaz, Goulennomp digant Doue na welfomp ken kement all, na ni nag hon bugale.
Ar gir Republik a zo evel ma lavarfeac’h : tra ann holl. Hag, en gwirionez, indan ur Republik, gouarnamant ar vro a zo tra ann holl, rag ann holl a ve galvet da raï ho moueziou evit dibaba ho meariou, ho c’honseillerien municipal, arrondissamant, jeneral, hag ho deputéed, hag ar re ho defe ar muian a voueziou, pe ar majorite, evel ma ve lavaret en gallek, a ve havet. Evel-se eta, dre ar suffrage universel, da lavaret eo ar galloud da bep-hini da reï he vouez d’ann hini a gar, pep den, ar paour evel ar pinvidik, al labourer douar hag ann oberour (l’ouvrier), evel ann nobl hag ar bourc’his, — a gomer he lod en gouarnamant he vro, hag mouez ar mevel a dalv eno kement hag hini he vestr. Evel-se ive dle, pe dever pep elektour ez eo mont da voti, bep tro ma ve elektionou. Sonjit mad en dra-se, ma zud keaz, hag e welfet sklêr pegement ez eo gwelloc’h evit ann holl beva en ur Republik eget en ur Monarchi.
Beva o labourad, beva en peoc’h hag unanet, setu, na eo ket gwir, ar pez a c’hoantaët holl, ha setu ive penaoz a teu a-nevez ar Franz da veza eürus ha krenv ha galloudus eneb he enebourien.
Ac’hanta, na eûs netra evel ur Republik vad evit kenderc’hel ar peoc’h hag ar binvidiges en ur vro. Na eûs netra a wasoc’h hag a ra muioc’h a zrouk da ur vro eget ar revolutionou. Ha penaoz e teu ar revolutionou ?
Selaouit mad : — indan ur Monarchi, da lavaret eo gant ur roue pe un impalaër, pa deu ar mestr da vervel, alies ar bopl na ioul ket (ne veut pas) kaout da vestr he vab. pe c’hoaz n’hen defe mab a-bed, ha neuze lod (les uns) a c’hoanta kaout unan, lod a c’hoanta kaout unan all, ha peurvuian a em gav un drivet pehini, gant kalz a arc’hant ha promesseou braz, a laka ar bopl, pe ann arme da veza a-du gant-han, ha setu brezel civil, da lavaret eo darn a dud ur vro eneb darn all euz an hevelep (même) bro, Fransijenn eneb Fransijenn, alies ar mab eneb ann tad, ar breur eneb ar breur, ha lac’hadek tud, bep seurt gwaleuriou ha dismantr (la ruine) ar vro holl. Hag evel-se e ve kollet en neubeud a amzer ar peoc’h, ar garantez, ar binvidiges hag ann holl vad a ve bet gounezet en pell-amzer ha gant kalz a boan.
Setu, ma zud keaz, evel ma c’hoarvez peurvuian, en ur Monarchi.
En ur Republik, na c’hoarvez ket evel-se.
Eno, ar mestr, pensturier pe president ar Republik, a ve dibabet gant ann holl, evit un neubeud amzer, — pemp pe seiz vloaz, pe dek d’ar muia : ha p’hen defe grêt he amzer, e ve lakêt un all en he lec’h, pe e ve dibabet a-nevez, pa ve kontant ar bopl anezhan : — hag ann dra-se a ve grêt hep revolution, na goad skuillet, na trouz a-bed, gant ur benvek (outil) pe un arm dister ha dinoazus (inoffensive) hanvet bulletin pe