Pajenn:Luzel - Histor ar Republik, 1875.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix

revolution, na disurz, na trouz a-bed, lakâd pep-tra da vont war un tu-all.

Pa ho defoa lakêt evel-se en holl blasou, bihan ha braz, tud hag ez oa a-du gant-hê, e sonje gant ar monarchisted, pe gouarnamant ann ordr moral, ez oant mestr da ober holl evel ma karient, hep goulen ioul (la volonté) ar bopl, hag e c’hallent lavaret d’ho roue Herri pemp dont, pa vije he blijadur.

Hag en gwirionez, c’hoari gaer ho defoa (leur jeu était beau), ha biken na gavfont ken ann traou a-du gant-he evel ma’z int bet neuze. Ann darn-vuian er Gambr, pe ar majorité, ez oa a-du gant-he, ann administration holl, a-dalek ar prefejou bete meariou ar paresiou bihanna, ez oa leun euz ho mignoned, hag ann aotro Broglie, ar ministr kenta, ho lèza da ober holl evel ma karent. Ar vro, bep-tro ma vije grêt elektionou en Paris, pe en un departamant bennag, a gase d’ar Gambr deputeed republiken, hag e lavare sklêr evel-se : — « Na ioullan ket (je ne veux pas) a ur roue, pe un impalaër, ar Republik a fell d’in da viroud. »

Met ar monarchisted na reent vân a-bed (ne tenaient aucun cas) euz a ioul ar vro, hag hec’h eent bepred a-raok, hag e kredent beza ken zur euz ho zol, ma oa prest dija ar c’harronsiou, ar c’hezek ha dillad alaouret al lakizien a dlee digas Herri pemp en triomph bete Paris. Met gwelit penaoz ez eo disunanet an dud-se, pere a lavar bemdez na c’hell ket ar republikaned em glevet war netra, hag emaint ato o em debri ! Na deujont biken a benn da em glevet na gant ho roue, nag etrezhê, hag evel-se hec’h eas ho zol da fall, pa sonje gant-he ez oant o vont da c’honid, hag e kouezjont ken izel, ma na em savfont ken biken a-c’hane, Hag a-baoue ez eo braz ho glac’har, kredit mad, ha na reont nemet tammal ann eil da egile ma ’z eo êt ho zol da fall.

Trugareomp ar Brovidanz, evel ma lavar ann aotro Thiers, abalamour ma’z int bet mestri da ober holl evel ma karient, ha n’ho d-eûs ket gallet koulzgoude lakâd ur roue war ann trôn, evel ma oa ho c’hoant.

Kement-ma, ma zud keaz, a zo ur breuvenn ar sklêra penaoz ar Franz na ioul ken kaout na roue nag impalaër, met ar Republik. Ha koulzgoude e ve gwelet c’hoaz tud o voti evit legitimisted, pe bonapartisted, pa ve elektionou. Ann dud-se a ra muioc’h a zrouk d’ho bro ha d’hezhe ho-unan eget na sonj gant-hê : eürusamant ann niver anezhe a vihanna bemde.

(Da veza heuillet)