Er bloaz 1848 e oe ur revolution nevez, hag en dro se arre ar gouarnamant hen defoe keuz dre ma n’hen defoa ket selaouet ann aotrou Thiers. Ar bopl a c’houlenne ma vije galvet, — nann ann holl evel brema, — met un niver brasoc’h a dud da henvel ann Deputeed : hogen Loëiz-Fulup hag he vinistred na ioulfont ket selaou mouez ar bopl, ha Loëiz Fulu ap gouezas ive, evel ma oa kouezet Charles dek. Allas ! kerkent ha ma teu un den da veza dreist ar re-all, evel Roue, pe Impalaër, na selaou ken ann dud fur ; hag e koll e ben, hag e teu prestig da goueza. Pa oe peurc’hrêt (finie), pe dost, ar revolution, ar roue koz digorras he zaoulagad. Neuze a c’hoantaas lakaad ann aotrou Thiers da vinistr, evit an derved gwez ; ha rei d’ar bopl ar pez a c’houlenne : met allaz ! re-divezad ez oa ! — Dre ma n’hen defoa ket ioullet rei un dra dister, er c’houlz vad, Loëiz-Fulup a gollas e gurunen, hag e renkas iwe em denn en Bro-Saoz, evel Charles Dek.
Ann aotrou Thiers a reas euz he wella evit harza (arrêter) ar revolution ; met ar bopl, ur wez en hent, na ve ket dalc’het evel-se. Ann insurjeed a oa mestr en kêr holl, ha n’eo ket ministred nevez hepken a c’houlennent brema, met kas-kuit ar roue hag ann holl rouanez zoken, da viken ! Ma renkas eta ar roue koz, gant he re (avec sa famille) tec’hel en Bro-Saoz, evel am ens lâret huelloc'h. — Loëiz-Fulup a oa un den onest, ur roue mad ; met allaz ! ha na vefe ket lâret gant Doue penoz ann holl rouanez, ar re wella zoken, a deu un deiz da stoufa ho diou-skouarn da vouez ho fopl ?
Ann aotrou Thiers, hanvet da depute goude ar revolution, guzuillas ann deputeed da digemer mad ar Republik, pehini a oa bet embannet (proclamée) gant ar republikaned : — « Ar republik, emezhan, eo ar gouarnamant pehini hon disuhan (désunit) ann neubeuta » — Hag en gwirionez, ann holl a ioull (désire) servija he vro, — el-lec'h darn na iouliont ket servija ar Vourboned, pe an Orleaned, pe ar Bonaparted. Ma vefe goulennet diganehoc’h, ma mignounet : « Ha c’hui a gar ar Franz ? » Holl e lavarfac’h, en ur vouez : — Ia ! — Ha mar befe goulennet diganehoc’h — « Ha c’hui a gar ann Impalaër ? » — unan a lavarfe : Gwelloc’h eo ganen Herri Pemp ; » — unan all : — « Gwelloc’h eo ganen an duk d’Aumal, mab Loëiz-Fulup ; » — hag unan all : — « Ia, me a gar ann Impalaër, ha na garan na Herri Pemp nag an duk d’Aumal. » — Evel-se eta ann holl a em glew evit karout ar vro, ha pa ve komzet euz a brinsed, a ve tabut ha na em gleveur ken ! Leuskomp eta ar prinsed da em chikanad etre-z-he, ha bezomp holl a unan evit karout ar vro, ar vro hep Roue, de lâret eo ar Republik.
Ann aotrou Thiers a servijas e-leal (fidèlement) ar Republik. ha bep-tro a roas he vouez a-eneb ar re a c’hoantaas hi diskar. En miz Ewen 1848, tud fall a em savas a eneb gouarnamant ar Republik ; met trec’het a oent hepdale, hag ar re ar muia kabluz a oe kastiet. An aotrou Thiers a harpas stard ar general Cavaignac, karget da vouga ann insurrection, ha neuze, evel breman, ez oe enebour braz ann demagoged, da lâret eo ar re a lavar beza republikaned, ha na int, en gwirionez, nemet tud a dizurz, hag alies torfedourienn (des criminels), evel paotred ar Gommun. Ul levr kaer a skrivas d’ar c’houlziou-se, evit diskouez sklêr penoz ar pez hen eûz goneet pep-hini dre he labour hag he boan a zo d’ezhan, hag ann hini a c’hoanta hen lemel digant-han a zo ul laer, ha zoken un torfedour. Na roas ket bep-tro he vouez, pe he vot, en gallek, da blijout d’ann holl, ha, me oar-vad, hen eveuz keuz brema d’hi beza roët evel m’hen eveuz grêt a-weziou (quelque-fois) ; met, da vihanna, hi roas bep-tro hervez he gonsianz, ha bepred e chomas un den onest. Evel-se ive ez oe kemerret a lakeet er prison pa reas ho zol paotred ann daou a viz Kerdu 1851. Prestig goude e tistroas en Franz, met na c’hallas ken, siouaz ! beza euz ar gouarnamant.
Er bloavez 1863, ez oe koulzgoude hanvet Depute, en Paris, hag a komzaz alies eneb brezel gwall-reuzeudik (désastreuse) ar Mexiq, pehini a zo koustet d’imp kement a soudarded hag a arc’hant, hag a zo bet evidomp ken mezuz. Met ar c’houlz (le moment) ar muia enoruz euz he vuhe, marteze, a oe ar bemzek a viz Gouere, pa esaas harza ar brezel milliget eneb ar Prus. Alies hen defoa lâret d’ar gouarnamant ha da gambr ann deputeed kaout disfizianz euz ar Prus, met den a-bed na reaz van euz he gomzou, ha Napoleon III a zo ann drivet roue (souverain) diskaret evit beza stoufet he diou skouarn da aliou mad ann otrou Thiers. Ann otrou Thiers hen defoa roet ann ali da harza ar Prus da em vrasaad, pehini a em gavas kresket braz he galloud goude ma defoa goneet viktoar Sadova var ann Autrichianed, er bloavez 1866. Roët hen defoa ive ann ali da greski ann niver euz ar soudarded, met na ioulle ket gwelet mont a-eneb ar Prus gant armeou re-vihan, goude hi beza lezet da dont da veza ken krenv. Hogen, a-eneb d’ar skiant vad, ann Impalaër a lezaz ar Prusianed da greski ho nerz, d’ar c’houlz m’hen dije gallet ho harza da ober kement-se, ha pa oe deut ar Prus da veza krenvoc’h eget ar Franz, a tisklêriaz ar brezel, evel un diot. Ann deputeed pere a oa a-du gant ann Impalaër a veule anezhan hag a krient : — Da Verlinn ! da Verlinn ![1] — evel ar ganfarded (les gamins) dre ar ruiou. An aotrou Thiers a esaas ober dezhe gwelet penoz na oa nemet digareou fall evit ober ar brezel, ha ne oa ket prest hon arme. Tamallet a oe neuze da veza em gwerzet d’ar Prusianed.
Setu ama darn euz ar c'homzou a lavaras
an deiz brudet-se.
- ↑ Berlin a zo penn-kêr, en gallek — capitale — ar Prus, evel Paris a zo penn-kêr ar franz.
- (Da veza heuliet.)
- F.-M. Ann Uc’hel.