Pajenn:Luzel - Ann aotrou Thiers, 1875.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix


Ann Aotrou THIERS
————

Mad ez eo d’heoc’h holl anaout buhez ann den brudet-kaer, ann den gwiziek ha fur pehini a zo bet pensturier (president) ar Republik en Franz, hag hen eûz gret kement a vad d’he vro, ann aotrou Thiers

Ann aotrou Thiers a zo mab ur mecherour ouvrier). Gwelet a ret dre-se, ma mignoned, penoz hec’h haller sturia (gouverner) mad ur vro, hep beza ur prinz. Ganet eo er gêr a Varseill, er bloaz 1797, hag evel-se hen eûs brema tric’hec’h ha tri-ugent bloaz. En he iaouankiz, e studias kalz oll kement a zo mad da c’houzoud evit kuzulia mad ur gouarnamant, pe beza en he benn zoken, evel ma ez eo bet — hag e teuas da veza gwiziek braz war al lezennou, ar finansou, — da lâret eo ann impli (l’emploi) vad euz arc’hant ar vro, — hag ive war an tu da rena, da diski ha da vaga un arme. War histoar ar Franz ive, hag historiou ar broiou all, na eûs ket a grenvoc’h evit-han. Goude beza disket evithan he-unan, e skrive er journaliou hag el levriou, evit rei da anaont d’ar re-all ar pez hen defoa disket. War-dro an noad a dregont vloaz, e skrivas histor Revolution Franz, ar Revolution vraz, hag he levr a zo ar gwella euz an holl pere a zo bet grêt war ar Revolution. Goude-se, e skrivas en ur journal brudet d’an amzer-se, evit goulenn lezenno mad hag ur gouarnamant mad. Hogen el-lec’h selaou aliou mad ann aotrou Thiers, ar roue Charles dek, pehini a rene d’ar c’houlz-se, a c’hoantaas ober al lezennou nevez he-unan, hep goulen kuzul ann Deputeed ez oa bet dibabet gant ar vro, hag hoc’h ober evel-se e reas fall, hag e lakaas an holl a-eneb d’ezhan. Popl Paris a em savas neuze, a Charles dek a rinkas mont er-meaz a Franz, en Bro-Saoz. Ann Deputeed a hanvas neuze da roue en he lec’h Loëiz-Fulup. Kement-man holl a c’hoarveas ar 27-28 ba 29 a viz Gouere, er bloavez 1830.

Daou vloaz divezatoc’h, ann aotrou Thiers a oe hanvet ministr, hag a renas evel ministr epad pevar bloaz. E-keit ha ma oe ministr, a oe peur-c’hrêt (achevée) ar brezel pehini a redimas ar Belgik eur indan veli (domination) ann Holland. Ar gêr-grenv hanvet Anvers, lec’h ma oa em dennet an Hollanted, a oe kemeret, hag a-boe ann amzer-se, ar Belgik a zo ur rouanteles libr.

Bez’ a zo tud, evel ar Prusianed, pere na reont ar brezel nemet evit gonid, da lâret eo laeres douarou hag holl draou ho amezeïenn ; hogen armeou ar Franz ho d-eûs a bep-amzer difennet ar re dinerz, ha redimet ar re a on gwasket (opprimés). En amzer-se, evel breman, an aotrou Thiers a renkas mouga (reprimer) froudennou d’ar bopl da em sevel a-eneb d’he roue. Hen a lakaas kemer ann dukes de Berry, pehini a c’hoantaë ober d’ar Vendea em sevel, ha lakaad da roue he mab, bibanig c’hoaz neuze, hennes pehini a gemer hirio ann hano a Herri Pemp, Divezatoc’h a rinkas c’hoaz ober ar brezel d’ar republikaned, pere a c’hoantaas diskar Loëiz-Fulup, hag a kersas he-roan eneb ar barikadennou. Er bloaz 1835, ur muntrer anvet Fieschi a eseas lac’ha ar roue, gant un ijin (machine) hanvet en gallek machine infernale, da lâret eo ijin an ifern. Ar roue n’hen defoe drouk a-bed, nag ann aotrou Thiers ive, evit-han da veza en kichen ar marichal a Franz Mortier, pehini a oa gouliet d’ar maro. Hogen prestig goude-se, siouas ! e lakaas ar bopl a-eneb dezhan gant lezennou harvet lezennou mis Gwengolo, ha pere a vihannaë liberte ar journaliou. Er bloas 1836 e pouezas da veza ministr.

Pevar bloaz divezatoc’h, en 1840, ann aotrou Thiers a oe arre galvet da vinistr gant ar roue Loëiz-Fulup. Neuze e reas digas da Baris relego am Impalaër braz, Napoleon kenta, pehini a oa marvet en enezenn Santes Helena, lec’h ma oa dalc’het prisonier gant ar Saozon, — evit beza grêt re ar brezell. He gorf a oe lakêt neuze en ilis ann Invalided, pe ar soudardet mac’hagnet, en Paris.

Neuze ann aotrou Thiers a aozas (prépara) ar Franz evit ur vrezel vraz, rag ann holl a sonje a vije ur vrezel vraz diwarbenn ann Turkianed, evel brezel ar C’hrime, en 1854. Neuze e lakaas sevel mogeriou ha kastellou (les forts) Paris, pere ho d-eûs, epad pemp miz, harzet ar Prusianed da vont en Paris, rag Paris n’eo ket bet komerret gant ar Prusianed, em rei e d-eûs rinket da ober, siouas ! pa na oa ken netra da debri en kêr.

Na oe ket a vrezel neuze, evel ma sonje gant ann holl, hag ann aotrou Thiers a baouezas arre da veza ministr. Neuze a em lakaas da skriva buhez ann Napoleon braz, unan ar c’haera levriou eur hon amzer.

(Da veza euliet.)
F.-M. Luzel.
————