An Aotrou Thiers. — « Ac’hanta ! aotrounez, c’hoant hoc’h eûs a lavarfe ann Urop holl penoz ann dra (le fond) a oa aotreet d’imp, hag evit ur gestion a naoz (de forme) ho pezo lakeet da redek steriou goad ?
… Evidon-me, dre damant evit ar c’houn (le souvenir) a vezo ac’hanon goude ma maro, na ioulfenn ket a ve gallet lavaret am eus kemerret war-n-hon (que j’ai pris la responsabilité) ur brezel diazezet (fondée) war un abek ken dister…
En savet a-eneb d’in, lavaret drouk konzou (insultez-moi) mar karet… prest on da c’houzanv (souffrir) holl evit difenn goad ma c’henvroïs ez hoc’h prest da skuilla ken diavis… (si imprudemment).
… Ar Gambra raïo evel ma karo : ez on en gortoz euz ar pez a raïo, met evit-on me na gemerran war-n-hon lodenn a-bed euz ur brezel ken neubeud didammall (si peu justifiée).
Ann Aotrou Ollier, ministr ann Impalaër. — « Ni a gomer holl war-n-omp, gant un galon skanv. »
Ann aotrou Thiers. — Gouzoud a ret pere eo ar re ho d-eûs grèt drouk d’ar Franz ? N’eo ket me, met ar re n’ho d-eûs ket ioullet selaou ma aliou, ar re ho d’eûs grèt brezel ar Mexiq, ar re ho d-eûs grèt Sadowa : hag ar re-se a ankounac’ha breman ann holl drouk ho d-eûs grèt, evit hen lakaad war hon c’heign, pa glaskomp espern goad ar vro…
C’hoant am eûs a ve gwelet er Journal officiel ho interruptionou[1] holl : ar vro hon barno…
… Ha koulgoude na diskennan eus ar gador (la tribune) nemet abalamour ma am eûs gallet, daoust d’heoc’h ha d’ho interruptionou, lavaret ar pez a zo ar muia dalvoudegez (ce qui est le plus important) en kement-ma, da c’houzoud eo : — mad ar Franz ez oa salv (l’interêt de la France était sauf), hag a zo grèt sevel etre ann diou rouanteles kizidigezou des susceptibilités) pere a dlee ober na vije ken gallet tec’hel dirag ar brezel : en se hoc’h eûs pec'het… »
Daoust da holl gouzou mad ann aotrou Thiers, ar brezel a oe diskleriet, hag holl hec’h ouzoc’h penoz ez eo bet troët a-eneb d’imp. Da vihanna ann elektourien a welas neuze pegement ez oant bet dallet evit reï ho moueziou da servijerrienn ann Impalaër. Neuze e hanvjont, peurvuia, tud a skiant vad hag a galoun eeün, hag ann aotrou Thiers a oe hanvet war-dro en tregont departamant.
Ar Gambr, anaoudeg, a hanvas anezhan Chef ar pouar executif, ha divezatoc’h, pensturier, pe President ar Republik, hag a-baoue hec’h ouzoc’h evel ma hen eûs bet renet an traou gant furnez. Trec’het hen eûs, em bêr-amzer, war arme ar Gommun milliget, ha kavet arc’hant da reï d'ar Prusianed, evit mont er-meaz a Franz. — Setu aze, en bêr gomzou, buhez ann aotrou Thiers.
Paotred Breiz-Izel. bezit anaoudek (reconnaissants) en kever ann den a skiant vraz, ann den fur-se, evit ar vad hen eûs grêt evidomp holl, ha dalc’hit sonj med penoz n’eo ket mab ur roue, pe un impalaër, met mab ur micherour ; ha tri roue ho d-eûs kollet ho c’hurunenn, dre ma n’ho d-eûs ket ioullet selaou he vouez, ha heulia he aliou mad.
Doue d’hen miro en iec’het !
- F.-M. Ann Uc’hel.
- ↑ Interruption, — da lavaret eo troc’ha he vouez d’ann hini a gomz.