Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42


D’ho yec’het, Greg-Yaouanq, eus a beurs ho pried ;
Doue da rêi dêc’h ar c’hraç d’en em garout parfet,
ha da rêi dêc’h er bed-mâ qement a souhetet :
Me a reqet dêc’h c’hoas asistanç un Doue,
Evel güeachal en eured Cana en Galilee.
Me a ev d’ho yec’het oll eus a greiz va c’halon,
Doue da rêi demp oll e venediction.
Ne ancounac’haomp qet ive an anaon decedet,
Tad, mam, ha breur, ha c’hoar, eontr, moerebezet,
P’o deveus bet ar soign, pa voant en o bue,
Da zovetât da bepini ac’hanomp e zanve.
Chommit, compagnunez, pepini en e blaç,
Evit caout ar vadelez d’asista oll er graç.
P’on eus dêbret hac evet, trugarecaomp Doue
Da veza roet deomp-ni diouz hon necessite.
Excus-ta, compagnunez, a c’houlennàn bremàn,
hac aon n’am be qet plijet da speret peb unan ;
Gouscoude e cred dìn ne meus lavaret netra
Hac a choqfe nicun eus ar re zo amâ.
Me a ev d’ho yec’het oll eus a greiz va c’halon,
Ouz ho pedi da zêbri ha da eva en ho tiscretion.
Chommit eta pepini qeit ma vo e volonte ;
Me n’òn qet deut amâ da rêi da zen e gònje.
Graç demp oll da vea bepret en joaüstet :
Doue da gonservo qement zo eus va c’hlêvet ;
Doue d’hor c’honservo amàn var an douar :
Graç demp d’en em velet eun deiz ebars er gloar.

Discours evit eun Eured.

Salud dêc’h, compagnunez, gant güir humilite,
Pa meus bet an hardisson da zont en ho pete.
Perac na meus-me qet eloqanç Ciceron,
P’otromant ar furnez en devoa Salomon !
Perac na meus-me qet guinou ha têod alaouret
Da barlant en ho presanç evel ma veritet !
Me zo deut amàn hirio gant va c’hompagnunez,
Evit goulen ouzoc’h, mar be ho madelez,