Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41


Compagnunez, ouz ho qüelet,
Ha mui a meus certenamant
P’o clêvàn qer caer o parlant,
Rac ne deu demeus ho qinou
Netra en oll nemet rimou ;
C’houi c’heus grêt ho tiscoursiou tout,
Birviqen ne elfec’h manqout ;
C’houi c’heus eun ton qen eloqant,
Qen delicat ouzoc’h parlant,
Na oufen qet o pez fêçon
Dont da gonta dêc’h va rêson.
Abars qement-mà, va mignon,
E carfemp gout ho commission,
Hac e contfêc’h demp ho toare,
Vit petra oc’h deut da vale.
Mar deo qementse d’ho souhet,
Ne vezot pell refuzet ;
Oblijet omp vel ma zeo güir
Da zisclêria dêc’h hon dezir.
C’hoant bras a meus en assuranç
da gaout an enor eus ho presanç.
Grit buan dezàn azea,
Aoun a meus ne deu da sempla.
Roit eun taç hac eur voutaill
Da zigrassi mad e gorsaill.





COMPLIMANT TOL.


M’ho suppli, compagnunez, da bresta ho silanç
Evit ma parlantìn bremàn en ho presanç.
Gant enor, d’ho yec’het me a deu da eva,
Hac abeurs ar Vreg-Yaouanq en ho trugarecàn,
Po c’heus bet ar vadelez d’he beza asistet
En devez a hirie ebars en he euret.
Hac evit oc’h oblija ec’h evìn davantach.
Da yec’het nep zo roet gant Doue dêi evit partach.