Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43


Eur recit mad benac eus an deiz a hirie :
C’houi oc’h-unan a ell accordi dìn qememse.
Tennet hor boamp d’ar sord da glasq ar savanta,
Allas ! hac e zeo digüezet gant an ignoranta :
Mes dre ho madelez, ho sqient, ho prudanç,
M’ho ped d’am excusi demeus va ignoranç.
Me a c’hoarve ganén-me evel ar stereden,
Pa deu an eol da bara a goll e sclêrijen ;
Me zo n’em gavet amàn evel en eur jardin
Güernisset eus a lore, a roz, a durcantin,
Hac en e greiz e zeus bet maguet eur femelen
Brillantoc’h e-unan eguet ar gaëra fleuren.
Me garfe dont a benn da ellout he zurpren ;
Va speret zo troublet, n’òn qet evit compren.
Gant enor e saludàn an oll gompagnunez ;
Peoc’h Doue d’ar re veo, d’an anaon silvidiguez.

Brêmàn ec’h antre da vit ar Plac’h.

Salud dêc’h, Plac’h-Yaouanq, demeus a bers Doue,
Me a zo deut d’ho cavet en devez a hirie,
Evit gouzout diganêc’h ha c’houi zo preparet
Da zont da effectui ar pez a zo promettet.
Deut da c’houlen bennos eus ho tad hac ho mam,
Evit dre guementse beza dirac Doue divlam ;
Rac dre e c’hourc’hemen en deveus ordrenet
Respeti dreist peb-unan nep ho deus hor maguet.
Sellet e meus en ty-mâ ha nep tra ne meus cavet
A guement am oblichfe da fournissa dêc’h merc’het.
Disqeuzit demp eta brêmâ ho contrajou
Hac er memes amzer ive hoc’h oll titrou
Rac me anzav òn eun nebeudic incredul,
Rac va rêson a meus evit bea dissimul,
Nêo qet brao güelet Yan ar Maout
Gant eur bezel en craou ar zaout,
Eur pez corn butun en e c’hinou,
Ha goall gaillaret oll e vragou.