Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37


Rac assur tud vrao oc’h aman assambles.
Me a fell dìn bremàn sur, va mignon,
Gouzout eus a betra e zèo qestion
Rac ma velàn eur seurt banden
Eru da doul va dòr d’am zurpren.
N’en deo qet evit ho surpren,
Nac evit ober poan da zen
E zomp amàn en em assemblet
Ével ma ve eur vanden denved :
Ni a zo o clasq da eureuji,
Ha na ellet qei da ziferi,
Dindan boan da bêa an amand,
Hac ar mizou antieramant.
Eun ouades am boa tennet,
Hervez ma zeo demp rapportet,
Disqennet e zeo en ho ty,
Rac-se rentit-y deomp-ni :
C’houi a renq renta deomp rêzon
Demeus anezi, va mignon.
Ni zo e clasq eur plac’h yaouanq,
Mar qirit ni e hanvo dêc’h franchamant :
He hano eo Guillemet ar Maout,
Nac evit beza pried da Charles ar Zaout,
Da zont d’an ilis da eureuji
Evit êchui an demezi,
Guillemet ne vouie qet
E voa hiryo deiz he eured,
Hac a zo êt d’ar vêlin da oza qerc’h :
Rac-se redit, mar qerit, var he lerc’h,
Hac ar meliner a voar parlant
Hac a ambus ar merc’het yaouanq.
Aon a meus na rancac’h reir e gortoz,
Abars mac’h êruo e vo noz.
M’am bo ar bermission
Da antren en ho ty, va mignon,
Me lavarfe pront, hep diferi,