Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38


E penn ho tol va c’hevredi.
Pa voan êru e penn ar c’harz,
Me he c’hanaveas eus he c’hoarz ;
Hac he c’hlêvis o lavaret :
Eru ê davidòn va muia caret.
P’on eus ho qüelet o tont da dal an ty,
E sònje dìn e voac’h eur vanden merdeadi
O vont da Vrest evit eun ambarqamant ;
Pe zoudardet o clasq o lojamant ;
Pe otramant eur vanden stoupêrien
Eus a Scrignac, Locqueffret pe Berrien.
Sic clamabor et meditabor ut columba.
Evelse e comzàn, pa ven o latina.
En han’ Doue, n’hon daleit qet,
Rac ar sacrist a zo goel bresset ;
Me sònch dìn eo eus a urz Sant Cripin,
Hac e car dijuni mintin.
Qer brao, qer coant oc’h eus comzet,
Va mignon qer, ho refusi nallàn qet :
Me a ya da ober eun dro dre va zy,
Da c’hout a me gavo dêc’h ho qevridi ;
Ha pa rìn-me eun dro var va zeul,
E teuy eun dra benac d’am heul.
Cetu amàn eur vaouez coant,
Ha ne deo na cos na youanq,
A dle ravissa ho speret
Gant he fresanç hac e guenet.
Ar vaouez-ze zo perc’hennet,
Emedi al liou var he beg :
Hac e deus bet choazet he far,
Ha ne ra fors piou zo var vâr.
Me a gred e deuz dija poazet
Eus an darbot he biziet :
Cassit-hy ganêc’h var he c’his,
Rac aon ne defo droug-aviz.
Terrubl meurbet oc’h dificil ;