Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/38

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36


Ha Qemper-Caourantin, castel-pol, Lesneven,
Plestin, Garlan, Plouyan, Langonaval, Güimec,
Lomiqel, Plouezoc’h, plougasnou, Sant-Briec,
Guerlesqin ha Benac’h, Callac ha Qèr-Ahes,
Plourin, Sant-Yan, Rosco ha Plouneour-Menez,
Hac ar guêr a Roazon, elec’h ma chom bepret
Parlamant Breiz-Izel hac e brezidantet ;
Ha Taule, ha Callot, Perros ha Lanvêlec,
Lambal ha Sant-Malo, Lampaul, Sant-Thegonnec,
Plêiber-Christ, Comanna, Plougonven, Locqirec,
Conqerne, ponabat, Lohuec, Carantec,
Pontrêo, Plufur, Sant-Sêo, Guiclan ha Pontmenou,
Plouaret, Enez-Vaz, Pont-Aven, ar Ponthou,
Plouescat, Plouizi, ha Castel-an-Taro,
Hac ar môr burzudus a ra dezo an dro ;
Coatreven, Pedernec, Pempoul, Plegat-Güerand,
Hac anfin qement zo dindan ar firmamant.
Arça-ta, plac’h yaouanq, va güir bried fidel,
Cetu c’houi Rouanez ebars en Breiz-lzel ;
Cetu c’houi Rouanez var ar c’heriou hanvet :
Bezit eta contant eus ar fortun a ret.
Oh ! saperlot, terrupla den oc’h, c’houi,
Studiet mad oc’h eus sur ho filosofi,
Hac e zeo certen impossubl dêc’h manqout ;
Mes me zo ignorant, n’ouzòn netra en tout,
Nemet dêbri va yôd ha lipouzat va lèz,
Dêbri patatez, stripou ha souben ar c’hrampoez,
Mes en eur gonta dêc’h va nebout talantchou,
Ne ouzòn qet penos ec’h ancounac’hàn va rimou
Deboujour dêc’h-hu oll, tud a enor, pini
Zo deut a galon vad da guichennic ho ty,
Gant eur joa ar vrassa d’ho saludi brêmàn ;
Eus a greiz hor c’halon ni a zo deut amàn.
Saludi a reomp ractal ho personach,
Gant an oll respet a gommand ho pizach ;
Hac er memes amzer hoc’h oll gompagnunez