Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33


Pa gaver an avel eo e rànqer güentat ;
Ha c’houi, pa gafot discarg d’ho merc’het,
Me ho ped, mignonet, n’o refusit qet,
Ha c’hoas trugarecait Doue,
pa na reomp eguis Table,
En devoa da ravissa ar merc’het
An devez memes demeus o eured.
Cetu amàn eur plac’h yaouanq,
Zo qer caer hac an eol brillant ;
E diou chod a zo ruz evel ar ros,
Distinguet evel an deiz diouz an nos.
E zal a zo qer caer hac ar c’hristal ;
Laqat a ra calon mab da dridal :
Ha ma na blich qet homàn dêc’h,
Na ouffen qet petra da ober dêc’h.
Troublet meurbet eo va speret,
Pe eur banne re am be evet,
Mar deo honnes ar femelen
A meus grêt anêi ar goulen ;
Mes ar plac’h-se, pa zeo deuet,
Ne deo qet da veza refuset.
Me a zo ive eun den yaouanq,
Hac a meus eur speret contant,
Hac a zo diangach en peb lec’h,
Hac a dalvez hirio coulz ha dec’h,
A laqayo va dorn en he hini,
Hac a yêl ganti da zemezi ;
A ray outi peb contrat mad
Evel a eure e mam d’e zad :
A brometto dêi fidelite ha fe,
En qeit ha ma vìn en bue ;
A zalc’ho mad dêi bete mervel :
Ne ouffen qet lavarat güell.
Arça eta, ma mignon qèz,
Cedi a ràn ganêc’h ar plac’h nevez ;
Mont a ràn d’e digass dêc’h d’an nôr :


3