Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34


Me ho ped d’he receo gant enor.
Didostait eta, den nevez,
Da guemer en dorn ho mestrez ;
Evit rêi dêrc’h an arvoenti,
Laqit ho torn en e hini,
Ha sònjit penos e pado
Ho commanant betec ar maro.
Na deut qet d’e goaldrêti, d’e chasseal eus an ty,
Evel pa no anevefac’h qet anezi ;
Pe m’er grit, va mignon, selaouit mad eur guer :
Laqit ervat eves demeus ar goalinier,
Ar goalinier a zorn Doue oll-buissant
A bunisso ar re vechant ;
Da lavaret eo, ar goalinier
Demeus e fulor hac o goler,
Pere a ellomp da evita,
O veva en graç Doue er bed-mâ.
Pedit Doue, Roue an Tron,
Da rêy dêc’h oll e venediction,
Ha da asista en hoc’h eured hirie,
Evel ma reas güechal en eured Cana en Galilee.
Tachit eta da gundui eur vuez vad,
Hervez Doue hac hervez ho stad,
Evit ma c’hefot gantàn da repos
En fin deus ho puez en gloar Doue d’ar Barados.
Me a ya da laqat va zoq var va fenn,
Evel a dle ober peb christen,
Compagnunez, gant ho permission,
Pa meus grêt va dever ha va c’hommission.




DISCOURS
Da lavarat en qichen an ty da eur Goulen.


Salud, tud a enor, gant peb soumission ;
Tud eus a bep qalite hac a bep condition ;
Ho ty, ho madou hac o tomestiqet,