Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32



Presanti a rêr eur Vreg.

Cetu emàn eur plac’h yaouanq
Hac e deus eur speret contant,
A zo diangach a bep lec’h,
Hac a dal hirio qeit ha dec’h.
Ha nia na dêo qet mad d’ho cout,
Certen ec’h ellit mont en ho rout.
Ne douetan qet, va mignon coant,
E ve ho ty qen dibourve eus a blac’het yaouanq,
Na zisgasfac’h demp unan da velet,
Certenamant ne vezo qet refuset.
Mes houmàn a zo an daill var he beg
da veza êt pell zo d’ar vicher eus a vreg.
Me vel merqet var e chod clêi
E zeus bet goas o poqat dêi
Cassit-hi buen var be guis,
Gant aoun e defe drouc-avis.
Clêvet oc’h eus alies parlant,
O comz deus eur zal caer ha brillant :
Ia, va mignon ; me meus eur zal,
Hac a zo oll carguet demeus a draou leal :
A bep tu demeus an daou gostez,
Ne zeus nemet accajou hac olifes,
Ha dindan an treid, evit servicha da bave,
Ne zeus hepqen nemet lorenti ha lore.
Ia, ar zal gaer-mâ zo dro oll decoret
Demeus a beder blanten gaera a vo cavet :
Unan e zêo ar roz, eun all an tulipes,
Eun all ar palm superb, hac eun all ar cyprès.
Ha c’hoas ne meus contet dêc’h netra
Evel e zàn da gonta dêc’h bremà :
En creiz ar zal-màn o zeus eur femelen
Demeus ar re gaera e veljot birviqen :
E muzellou a zo demeus a roz bordet ;
Michanç e zêo onnes a fell dêc’h da gavet.
Va mignon, gouzout a rit ervat,