Cazi hep gout an hent, gant an Den a Eured.
Mes pa zòn digasset eus e bers ho pete,
Me a ray e excuz ha va hini ive.
Qent avanç davantach, e zan d’en em adressi
Dêc’h-hu, ô va Jesus ! hor C’hrouer, hor Messi :
C’houi eta, va Jesus ! a ray dìn ar speret
Da explica peb tra evel ma zeo dleet ;
C’houi a ray dìn ar c’hraç, pouvoar hac elocanç,
Sclêrijen d’am speret da gomz en ho presanç.
Eh bien ! plac’h yaouanq, n’em strinqit d’an daoulin
Da c’houl bennos ho tad qent mont da eureujìn :
A beurs Doue an Tad e zeo demp ordrenet
N’ancounac’haimp qet nep o deus hor maguet.
Bennos Doue an Tad a c’houlàn da guenta,
Güir Grouer eus an ên, Gouarner ar bed-mâ ;
Mes güelet a ràn c’hoas, pa remerqàn ervad,
Penos e coe daëlou demeus ho taoulagad.
Ne qet ar pez oc’h eus grêt eo ho cra constristet,
Mes güelet ho Tad, ho Mam, penos int desolet !
Allas ! rêson o deus ; n’en dêo qet hep sujet,
Güelet e teuit da güittât nep en deus ho maguet,
Gant qement eus a soign savet bete vremâ,
Qementse a laqa o c’halon da rannâ.
Arça, Tad truezus, distroit ho taoulagad
Var ho merc’h ………… a c’houlen he mennat.
Emedi d’an daoulin dirazoc’h prosternet,
Deus a greiz e c’halon o c’houlen e souhet.
Ha c’houi, Mam dezolet, roit ho pennos ganti,
Gant ho merc’h ………… da enreuji. — Ia, ia, ia.
Holla ta ! ………… avoalc’h ê qementse :
Oboisset oc’h eus da Chourc’hemennou Doue ;
Grét oc’h eus ho tever gant guir humilite,
ha Doue ne c’houlen nemet güir volonte.
Eh bien ! ………… plac’h fur ha disqet mad,
avancit ho pasiou da vont betec ho Tad,
ha roit deàn daou boq eus a greiz ho calon,