Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27


Pa oc’h eus obtenet e venediction.
Distroit c’hoas eus ar Vam pini e deus ho canet,
Ho livret da zemezi, pa oc’h eus er souhetet.
Quent avanç davantach, me c’houlen eviti
Cònje he breur, e c’hoar, qent mont da eureuji,
Paeron ha maeronez, mar e maint var ar plaç,
Me c’houlen eviti ho pennos, diganeac’h.
C’houi ho poa contractet en Ilis eviti,
Hac hi c’houll ho pennos qent mont da eureuiji ;
Bennos he oll ligne, cònje ho oll c’herent,
Cetu aze ar seul sujet ma zomp-ni deut en hent.
Bennos ar re zo maro n’allàn qet da c’houlen,
Rac calz a galonou contristet a laqfen,
Güell e zeo eur beden d’ar ro zo decedet,
Eguet goul o c’hònje, pa ne maint mui er bed :
Dre ze en ho pedàn da lavaret gane
Ar salm eus an Ilis en repos d’o ene. De profundis.
Arça, compagnunez a zo amàn presant,
Me zezir ar boneur d’ho renta oll contant ;
Me ne meus qet, sivoas, speret an oll æle,
Da gontanti peb-unan hervez e volonte.
M’am bije ar pouvoar en doa Alexandri,
Pa voa bet prisonnier er guaer eus a Vitri ;
Ennes a ziscare, gant moez e drompillou,
Seiz muraill cimantet en dro da Jerico ;
P’otramant ar pouvoar en devoe Josue,
A laze en combat seiz ha trêgont roue,
A arrête an eol un heur anter en ær,
pa voa o combatti, evit rêi dezàn sclêrder,
P’otramant ar furnez en devoa Salomon,
Pe an talantchou caër eus an doctor Ciceron,
Me forchfe eun discours a vije d’ho souhet,
Nonpas deus an anter ar pez a veritet.
Eh bien ! compagnunez, en em rejouisset,
Cetu bet demp an hini pini hor boamp deziret,
Hac hi qer caër hac an de pe an eol ardant ;