Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25


A gontract ar güir priejou.
Me a meus gret va c’hommission ;
Chanç vad dêc’h ha güir union.

Complimant d’an Ozac’h-Yaouanq.

Ha choui ive, va den prudant,
A verit sur eur c’homplimant ;
Me reqet dêc’h digant Doue
Pep chanç-vad ha prosperite.
Cetu dirazoc’h an objet
ha goulennet hac accordet :
Mar dòn bet ouz ho retardi,
Na gavit qet dies va excusi ;
Gouzout a rit an usach commun
Pa vez qestion eus ar fortun.
Bremàn, mar doc’h prest, hastit a fo,
Ne qet me mui ho taleo,
Nemet ma rofot peb a vanne
D’am chamaraded coulz ha dìn-me.






Discours evit goulen eur Plac’h da eureuji.


Salud, Compagnunez, gant eur galon ardant,
Eus a greiz va c’halon e ràn va c’homplimant,
Ma vouifen-me an tu, ar fêçon d’en ober,
E ve va brassa joa plijout d’hoc’h oll dousder.
Peb action gaër, d’e ober pa zeomp,
E zeo dre Sin ar Groas atao e commançomp ;
En hano an Tad, ar Mab, hac ar Speret-Glan,
Zo tri Ferson distinct en eur memes unan.
Abaoue ma voan bian, var brec’h va maguerez,
Me am boa an desseign da antren er Palez ;
Mes êru eo an deiz, an amzer ar vech-màn,
Ma meus bet an enor da zont betec ennàn.
Evit beza hirio antreet en ho ty,
N’ouzoc’h qet, marteze, tenor va c’hevridi :
Me zo eur messager zo amàn digasset,