Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/22

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20


Disqüez a ra e zê prudant,
Ha güir vestrez d’he zantimant.
Hac evel pa lavarfe c’hoas
Ne rofe qet e dorn da bep goas,
Mes hepqen nemet d’an hini
A zo bet destinet dezi ;
Ennes e just a zo amâ.
Ne broposàn qen nemetâ ;
Rac-se eta, grit demp antren,
Coulz hac an oll eus va banden.
Oh ! va mignon, na c’houi c’heus talant
Da drei an traou d’ho santimant !
Mes gouzout a rit, an habilla
A ell ivez avichou fazia ;
Rac-se eta, bremâ permettit
Ma lavarìn en em dromplit.
Mar de eus ar plac’h-se azeet
E zêo occupet ho speret ;
Ha pa e deus roet ar respont-se
Ouz traou all sur e sònje,
Rac amâ e zeus en em gavet
Alies a dud d’hor güelet,
Joa vras meurbet hon eus diouto,
Gant qementse evel ato
Eo en em gavet qer just ha tra
Da veza primeri ar bara
Dre chanç gouscoude dec’h e voa deud
Ar meliner laer gant ar bleud ;
Hirio eta me ranq poazat,
Hac ar plac’h-se ribottat ;
Hac ouspen qementse c’hoas,
Dêi êo ive da rolla an toaz.
Rac-se n’oc’h eus qet a voyen
Da gaout hirio hor femelen.
Ma ne zeus qen ouz ho trêza
Nemet primeri a vara,