Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21


Deut ganén-me oll a vanden
Da gundui ar femelen :
Ni hon eus eur zal vras preparet,
Tapisset caer ha fleurachet,
Poazet bara, qig ha stripou,
Paste, fars-forn, goadiguennou :
Eun dol hir a zo bet savet
Evit ober demp eur banqet :
Na c’hedomp nemet ar plac’h neve
Evit festa mad Molarge.
Pa vezo deut, ni a rai frico,
Ni a gano hac a gonto.
Ac’hanta eta, va mignon,
Petra a lavar ho calon ?
Qement a rit sur o pledi,
Em be c’hoant bras d’ho contanti ;
Gouscoude e vo dirêzon
Lezel va zy en abandon,
Rac certen eo evit merc’het
Ne qet ès dìn da zivoeret,
hac ispicial an hini
A fell dec’h da reqeti ;
Mes c’houi a zo grêt ho labour,
Ha n’oc’h eus ezom a nep zicour
Nemet da gana, da youal,
Da fricotta ha da zançal.
Cetu amàn eur potr boujant,
Hac a dalvo dêc’h qeit ha cant.
Bo ! ne qet da glasq ar seurt-se
On-me sur laqet da vale :
Tec’h alesse te, côs marmous,
Ni ne glascomp qet eur seurt mous.
Mar cavit ennes re dister
Evit dont da ober hoc’h affer,
Cetu amàn c’hoas eun all,
Hac evit ar güel n’êo qet fall.