Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19


Prest adare da gaout fret ?
Ma na garit hasta a fo,
E medoc’h en risq do goll ho tro.
Va excusit, m’ho ped, maouez vad ;
Permettet eo certen badinat :
Mes n’en dêo qet eruet c’hoas
An hini a dle dont d’ho choas.
R. Mar güelit begou e boutou,
E velot souden e seuillou :
Me gred assur e zoc’h den habil,
Mes da viana e zoc’h difficil.
G. N’hon deveus tam ebet disprijet
An objet a ve demp presantet ;
Hac evel ne zeus coz voutez
Na gaver dezi he farez,
Onnez ivez, aboues guedal,
Me a gred a gavo eur chanç all.
Ni n’en domp qet deut assur eviti,
Ha ne sònjomp qet a grenn enni,
Mes evit an hini a zo embannet,
…………………………… e zeo hanvet ;
Hac evit e designa ervat :
…………………………… êo he zad.
Ne glasqit qet eta digarei,
Pa zêo guir e màn en ho ty.
R. Sclêr mad êo sur, pa expliqit,
Eus a behini e parlantit ;
Mes ret êo goulen diouti
Ha contant êo da zemezi.

Mont a ra da ober eur bale.

Ouz an daul e meus hi cavet
Tranqilamant bras azeet,
Ha e deus lavaret dìn-me
Ne voar qet piou a zo aze.
Oh ! va mignon, ar respont-se
A zo tout-a-fêt d’hon doare :