Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18


Seblantout a ra ouz ho clêvet,
E ve an affer decidet :
Ha mar de güir qementse,
Ne qet me mui a rêi dale.
Permettit dìn-ta eun nebeudic
Ma rìn brêmê eur baleic,
Da c’houzout hac én zo en ty
Eur plac’h contant da zemezi.

En eur bresanti eur Plac’h Yaouanq.

Sellit eta amàn, va mignon ;
Homàn zo eur plac’h a fêçon :
Mar dêo contant ha d’ho toare,
Lezit eta grêt evelse.

Complimant da eur Plac’h Yaouanq.

Bonjour deoc’h-hu, Plac’h coant,
Fleuren fresq, boqet charmant :
Certenamant n’en deo qet c’houi
A dle chom hep caout ho parti.
Plijet, goude ar goulennou,
E ve casset an embannou.
hirio na ellomp qet dale ;
Eur vech all a zo adare.
Ma n’oc’h qet ervad contantet
Gant an objet zo presantet,
E zàn c’hoas da ober eur bale,
da glasq unan a vo d’ho toare.
holla ! ni n’en domp qet tud fall
Da zont da guemer tra eun all :
Ar vreg-se a zo perc’hennet,
Nemet bez e vez divorcet ;
Eus ar seurt-se mallig hini
No deuyo ac’hàn ganeomp-ni.

Da eun Intanvez.

G. Arça eta Plac’h Yaouanq coant,
Petra eo eta ho santimant,
Pa velit ar re o deveus bet