Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/19

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17


Hac e ràn hirio güeladen ;
Cetu aze eun obaden.
Me a meus bet clêvet dija
Meur a guilloq o cana,
Hac evit n’en dòn qet c’hoas côs,
E meus güelet meur a vleiz en nôs.
Eun den terrubl oc’h, var ho meno ;
Mes piou a sònch dêc’h ho credo ?
Ni a voar penos o redet broyou
En em zammer a varmaillou,
Hac e rêr coll calz a amzer
O conta eur bern a c’heyer.
C’hoant oc’h eus-hu-ta d’hor sponta
Ha d’hor c’hass qüit hep netra ?
Ni nomp qet sur prest da cedi,
Hac e ve ret demp procedi.
Mar cedit ar plac’h-mâ gane,
Me gavo eun all d’ho toare,
Unan hac a voar menaji,
Ha mont a ràn dêc’h d’o brouvi.
An deiz all o voan o chasseal,
E yis en ty en eur basseal,
hac e d’oa uset eur c’houlaouen
Evit clasq eun tam côs spillen.
Admirit eta pebes greg,
Uza eur c’houlaouen a vennec
Evit eur spillen dic’hroset,
Ha c’hoas no voa qet bet cavet.
Mar doc’h bas-valan, comzit ouz ennez
Da varc’hadour an allumettez ;
Pe autramant, mar plich deoc’h,
Goulennit-y eta evidoc’h ;
Hor plac’h-ni a zo en ty-mâ,
Roet o deus demp e fromessa,
Gant consantamant e zud :
Clêvit gante, n’int qet mud.

2