Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14


En deus va dalc’het me amàn ;
Evit ma respontìn evitàn :
rac-se e tisclèriàn dêc’h,
Ententit mad mar plich ganêc’h,
ret e ve pare mad e fri
Abars cass ar plac’h da eureuji,
En aon na vo ar bêleg spontet
O velet eur fri qer faoutet.
G. M’en divije lavaret dìn-me,
E voa bet qüit da vont qeit-se ;
Ia, rac me a voar parea
Gant remejou ar re zrolla.
An deiz all va marc’h du,
Eur marc’h mad, en creiz e fru,
A voe roguet o groc’hen
Gant eun tol dant digant eun azen :
N’ho pije birviqen devinet
Gant petra e meus e bareet !
Gant eun tam qic-sall d’e beinscillat,
hac eun anduillen d’e c’hriad.
R. Credit dìn, o redet bro
E tisqer traou nêvez atao.
pa voan er Spagn en arme,
Eun devez ma voa calz arne,
Abars an eost en nevez-amzer,
Ec’h êruas eur goal affer,
Eur vreg gant eun aër a voe flemmet,
Tout e zud a voo calz nec’het :
Facil e sònjit eo ar vreg a varvas ?
Mes nan, an aër hepqen co a grevas.
G. Me n’en dòn qet eus an dud habila,
Mes adress mad a meus da scrifa ;
Qenta lizer a scrifis biscoas
A voe scrifet gant eun aval poas,
Ha goude va güella pluen
Zo bet eur picol anduillen.