Parlantit eta hardiamant,
Hac exposit ho santimant,
Ha diouz ma zeo ho commission,
Ni a vo prest da entent rêson ;
Mes magnifiq e ve parlantet
Hac e ve hor pennou goloet.
R. Beza e meus hirio an enor
Da bresanti dirac ho tor
Eun den yaouanq leun a furnez,
Ha demeus hoc’h anaoudeguez ;
Eur merq bras demeus a sqiant,
Eo m’en deus preferablamant
Choazet unan eus ho merc’hed
Evit beza e bried.
Gouzout a rit e zêo dija
Publiet leir güech ar bromessa,
Ha n’hon deus den clêvet parlant
Eus a nep seurt ampechamant,
Nac e vet en em opposet
Da retardi an eured ;
Rac-se omp deut d’e fedi
Da zont hirio da gontracti.
G. Atao diouz costez ar vaouez
E ve clasqet mil digarez,
Ha na ouffac’h qet evit petra,
Nemet evit delc’hel an dud en o za.
R. Ne glasqan qet digareou,
Mes exposi va rêsonniou ;
Gortoz a ranqit, rac ar mab eus an ty
En deveus goall faoutet e fri,
Nonpaz ouz en em ganna,
Mes o fourra butun ennâ,
Hac e zâo redet d’ar marc’hat
Da glasq eun ados d’e c’hriad.
Mes da c’hortos ma teuy d’ar guear,
Rac ne zalêo qet, mêvar,