12
DISCOURS
Evit goulen eur plac’h da zemezi, m’ar be ar banqet elec’h ma emedi ar plac’h, ha mar be goulennet goude dijuni.
G. Abars ho quittat, Compagnunez,
E trugarecàn ho madelez
D’hor beza recevet en ho ty ;
Ha roet deomp da zijuni,
E tisclêriàn e zòn carguet
Da bresanti dêc’h eur reqet.
Laqet òn en penn ar vanden,
Hac o zeus c’hoant o parlantfen :
Hanzavi a ràn gouscoude
Oun indign eus an enorz-ze,
Dre na meus qet a dalant,
Discadurez, na calz sqiant.
Ar pez a deu d’am hardissât,
Eo ma credàn e zoc’h tud vad,
E viot prest d’am escusi
Ma teufe dìn ober fasi,
En despet d’am intantion,
D’ober mad va c’homission.
Rac-se, mar permettit d’ìn,
Digomplimant ec’h exposìn.
R. Disqeus a rit mil act a humilite
Ha qement a civilite,
Ma veritit sur gant rêson,
E rofemp dêc’h hon attantion.
Pinvidic ha den honest ;
Beza savant ha modest,
Zo qaliteou ar re gaera,
Mes nonpas ar re gommuna,
Hn gouzout trugarecât
Evii ar servichou mad,
N’eo qet certen an hent fall
Evit obten c’hoas re-all.
|