Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15


Ha gant qement-se tout,
Me a meus bet grêt calz a rout :
Ha pa bresantàn eur reqet,
E vezàn diouc’h tu selaouet ;
Ha ne bretantàn qet bremàn
Beza daleet reir amàn.
R. Choui a zo savet goal mintin
Da laqat an dud da c’hoarzin :
Mes an amzer a ya en dro,
rac-se hastomp buan a fo.
Ia eur gascon en deiz all
A ras eun dro ne voa qet fall,
Rac evel M’en devoa clêvet
Voa qestion eus eun eured
Gant familliou a gonseqanç.
Tud pinvidic hac a bresanç,
E vije manific dezâ
Mont ive dî da leina.
Evel m’en devoa calz a speret,
Ne voe qet pell ambarrasset
Evit caout prest eun digare
da gomz ouz tad ar plac’h neve.
Ar gompagnunez a voa êruet,
Ha den mui na c’hortoet.
Neuze ec’h antreas ar gascon,
Gant reverançou a fêçon ;
Anfin, scuis bras o saludi,
E lavaras da vestr an ty :
Me meus evidoc’h eun affer pressant,
A ell talvout dêc’h calz a arc’hant ;
Fachet òn d’oc’h interrompi,
Mes ne qet eun dra da differi .
Ar mestr a lavaras d’ar gascon :
Chommit da leina, va mignon,
Ha goude-ze, var hon abaster,
Ec’h ententimp ouz hon affer.